Daniel B. Wesson
Daniel Baird Wesson, ganet d’an 18 a viz Mae 1825 e Worcester (Massachusetts)[1] ha marvet d’ar 4 a viz Eost 1906 e Springfield (er memes stad), a oa un ijinour ha saver armoù-tan hiniennel stadunanat. Brudet eo evit bezañ savet an embregerezh Smith & Wesson asambles gant Horace Smith. An armoù produet gante a zo bet e-touez ar re werzhetañ e eil hanterenn an XIXvet kantved, ha bev eo o embregerezh c'hoazh.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mont a reas Daniel B. Wesson d’ar skol betek e 18 vloaz. Deskiñ a reas ar vicher armeurer goude-se e Northborough (Massachusetts) gant e vreur Edwin, ur saver fuzuilhoù ha pistolennoù anavezet. Sevel a reas ar Volcanic Repeating Arms Company asambles gant Horace Smith e 1852 e Norwich (Connecticut), evit produiñ ur bistolenn hag ur fuzuilh dezhe ul loc’henn-grogenn hag a oa pourveziet gant kartouchennoù klok (douilhez, boled, poultr hag emors). Ne reas ket berzh, hag ur mil bennak a bistolennoù a seurt-se a voe produet hepken[2]. Abalamour da gudennoù arc’hant e voe gwerzhet ar stal da Oliver Winchester e 1854. Adanvet e voe Winchester’s Repeating Arms Company e 1866[3], ha muioc’h a verzh a reas.
E 1856 e tivizas Smith ha Wesson krouiñ un embregerezh nevez anvet diwar o anvioù. E 1860 e savjont un uzin hag a implije war-dro 600 den, ha pourveziañ a rejont armeoù an Norzh da vare ar Brezel Diabarzh.[1]. Berzh a reas Smith & Wesson gant o revolver Model 3 adalek 1868. Gwerzhet e voe an arm da arme ar Stadoù-Unanet, hag hini Impalaeriezh Rusia e 1872[2]. Ar revolverioù kentañ produet er Stadoù-Unanet enne kartouchennoù skoet en o c'hreiz e oant[4]. Horace Smith a guitaas an embregerezh e 1874. Gwerzhañ a reas e holl lodennoù da Wesson, a zeuas da vezañ perc’henn nemetañ ar stal. Mervel a reas Daniel B. Wesson e 1906. D’ar poent-se e veze istimet e vadoù da 50 milion a zolaroù[1]. Bezañ a zo c’hoazh eus an embregerezh en doa savet hiziv-an-deiz, ha brudet eo c'hoazh evit e revolverioù. Ouzhpenn an armoù-tan e oa oberiant Daniel B. Wesson war tachennoù a bep seurt. Savet en doa ar First National Bank e Springfield, ha perc'henn e oa war embregerezhioù all[1].
Dimezet e oa da Cynthia Hawes. Daou vab hag ur verc’h en doa bet asambles ganti[5]. Arc’hantaouet en doa Wesson savidigezh daou ospital e Springfield[1].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 (en) Daniel B. Wesson Dead (diell), The New York Times, 05/08/1906, p. 1 (lennet d'ar 25/11/2024)
- ↑ 2,0 ha2,1 (fr) LESPART Michel, Les armes de la conquête de l'Ouest, Jean Dullis Éditeur, 1975, 174 p.
- ↑ (en) Smith & Wesson History war lec'hienn gozh an embregerezh (diell) (lennet d'ar 24/11/2024)
- ↑ (en) Our story war lec'hienn Smith & Wesson (lennet d'ar 24/11/2024)
- ↑ (en) Daniel Baird Wesson (1825-1906), Northborough Historical Society (pellgarget d'ar 24/11/2024)