Horace Smith
Horace Smith, ganet d'an 28 a viz Here 1808 e Cheshire (Massachusetts) ha marvet d'ar 15 a viz Genver 1893 e Norwich (Connecticut) a oa un ijinour, embreger hag armeurer stadunanat. Brudet eo dreist-holl evit bezañ savet asambles gant Daniel B. Wesson daou embregerezh armoù-tan. An hini kentañ anezhe, ar Volcanic Repeating Arms Company, a broduas adalek 1852 pistolennoù ha fuzuilhoù dezhe ul loc'henn-grogenn[1]. Ne reas ket berzh, ha gwerzhet e voe da Oliver Winchester e 1854. Dont a reas da vezañ ar Winchester’s Repeating Arms Company diwezhatoc'h[2]. O eil embregerezh, savet e 1856, a reas muioc'h a verzh, pa voe gwerzhet e revolverioù evel ar Model 3 da arme Impalaeriezh Rusia da skouer[3]. Horace Smith a guitaas an embregerezh e 1874. Gwerzhañ a reas e holl lodennoù da Wesson, a zeuas da vezañ perc’henn nemetañ ar stal[1]. Hiziv-an-deiz ez eus c'hoazh eus Smith & Wesson, hag unan eus an embregerezhioù brudetañ e bed an armoù-tan eo, a-drugarez d'e revolverioù dreist-holl.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) LESPART Michel, Les armes de la conquête de l'Ouest, Jean Dullis Éditeur, 1975, 174 p.
- ↑ (en) Smith & Wesson History war lec'hienn gozh an embregerezh (diell) (lennet d'ar 26/11/2024)
- ↑ (en) Smith & Wesson History war lec'hienn gozh an embregerezh (diell) (lennet d'ar 26/11/2024)