6 mm Flobert
| 6 mm Flobert | |
|---|---|
| Doare | |
| Kalibr | .22 / 5,56 mm |
| Doare douilhez | bourled |
| Doare skeiñ | war an dro |
| Bro orin | |
| Muzulioù | |
| Ø bannadell | 5,7 mm |
| Ø kolier | 5,7 mm |
| Ø korf an douilhez | 5,7 mm |
| Ø strad | 6,9 mm |
| Tevder ar strad | 1 mm |
| Hirder an douilhez | 7,2 mm |
| Hirder ar gartouchenn | 8,7 mm |
| Perzhioù all | |
| Pouez ar vannadell | 1 g |
| Tizh o vont e-maez V0 | 230 - 240 m/s |
| Energiezh ar vannadell | 27 - 35 J |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | C |
Ar 6 mm Flobert, anvet ivez .22 BB Cap (Bulleted Breach Cap) zo ur munision ijinet e 1845 evit ar pistolennoù gant ar Gall Louis-Nicolas Flobert. N'eus ket poultr ennañ : poulzet e vez e voled gant un darzhadenn fulminat merkur, dezhi ur galloud heñvel ouzh hini un emors a-vremañ. Ur stumm all eus ar munision a gaver, begek e voled, anvet e Stadoù-Unanet Amerika .22 CB Cap (Conical Bullet Cap). En Europa e raer gant an anv 6 mm Flobert evit an daou seurt kartouchennoù.
Abalamour d'o galloud izel par da hini ur vannadell kaset gant aer gwasket, ne vez ket implijet stank ar munision-mañ e bed ar sportoù tennañ pe ar chase. Ar 6 mm Flobert en deus awenet an Amerikaned Horace Smith ha Daniel B. Wesson evit ijinañ ar munisionoù .22 Short a vo deveret anezhe kalz a galibroù eus ar familh .22 evel an .22 Long, an .22 Extra Long hag an .22 Long Rifle.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Taolenn ar munision war lodenn TDCC lec'hienn ar CIP