Mont d’an endalc’had

Benchrest (sport)

Eus Wikipedia
Ur garabinenn Anschütz 1903 war an daol-dennañ evit un amprouenn benchrest.

Ar benchrest zo ur sport tennañ, dezhañ stummoù disheñvel, ma implijer karabinennoù evit tizhout sibloù war-hed 100 pe 200 metr. En holl stummoù benchrest e chom azezet an tenner, ha rankout a ra tizhout sibloù 28 milimetr o zreuzkiz d'ar muiañ. Peurliesañ e klasker bezañ resis war-bouez ur milimetr. Renet eo ar sport gant ar WBSF (World Benchrest Shooting Federation) er bed a-bezh. E Frañs emañ e-touez ar sportoù tennañ meret gant an FFTir (Fédération Française de Tir)[1].

Dont a ra anv an amprouenn eus an dafar implijet : un daol (bench) hag ur skoazell ispisial da souten ar garabinenn (rest), peurliesañ un trebez reoliek, pe un daoubez hag ur sac'h-tennañ. Daou dra disheñvel a glasker ober en amprouennoù benchrest : strollañ e voledoù, pe tennañ an tostañ ma c'haller eus kreiz ur sibl ha tizhout ur skor uhel.

Ganet e voe ar benchrest war-dro 1963 e Stadoù-Unanet Amerika, pa grogas strolladoù tennerien da dennañ war sibloù war-hed 100 yard (war-dro 91 metr) gant karabinennoù kambret evit kartouchennoù skoet en o c'hreiz. Ar c'hevredad broadel kentañ, an NBRSA (National Bench Rest Shooters Association) a voe krouet er vro-se e 1966[2]. Ar c'hampionad-bed kentañ a voe kaset e Fréjús (Okitania) e 1991[3].

Stummoù disheñvel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Boledoù kreizennet met strollet fall : un disoc'h tostoc'h da balioù an Hunter
Boledoù strollet mat met pelloc'h eus kreiz ar sibl : un disoc'h tostoc'h da balioù ar Benchrest orin

Benchrest (stumm "orin")

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rankout a ra an tenner strollañ pemp boled uheloc'h o c'halibr evit 6 mm an tostañ ar gwellañ an eil ouzh egile, war-hed 100 pe 200 metr. Pozet eo ar garabinenn war un trebez ispisial. Implijet e vez ul lunedenn uhel he galloud-brasaat, adalek 36 gwech ha betek 60 gwech[4].

En amprouennoù Hunter, ne glasker ket strollañ ar boledoù met tizhout ar skor uhelañ. En amprouenn 22 Hunter, anvet ivez Rimfire, e tenner 25 boled .22 Long Rifle war bep a sibl bihan (28 mm o zreuzkiz) war-hed 50 metr. 250 poent eo ar skor uhelañ neuze. En Hunter kalibr uhel e tenner war-hed 100 pe 200 metr gant kartouchennoù dezhe un douilhez uheloc'h he endalc'h evit 2,95 gram dour[4].

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Bench-Rest war lec'hienn kevredad Breizh ar sportoù tennañ (lennet d'an 02/10/2024)
  2. (en) PEASE Bob, A History of Benchrest Shooting, Benchtalk (lennet d'an 02/10/2024)
  3. (en) History war lec'hienn ar WBSF (lennet d'an 02/10/2024)
  4. 4,0 ha4,1 (fr) Présentation du tir sur appui, lec'hienn an FFTir (lennet d'an 02/10/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan