Mont d’an endalc’had

Gwenaerezh

Eus Wikipedia
O kuitaat kastell Powderham, Devon, e 2005

Gwenaerezh a reer eus un doare hemolc'h hengounel ma reder — war varc'h peurliesañ — war-lerc'h ul loen gouez da heul ur bagad-kon-red betek ma vefe tapet ha lazhet al loen diviet.

Perzh dibar an hengoun-se eo ez eo ar c'hon hag a gas an hemolc'h, an dud war o lerc'h. Evel ar falc'hunerezh hag an hemolc'h danzouar gant furiged, ar c'hon a ra pep tra : o sterniañ hag o skoazellañ a ra ar wenaerien, hep gallout erlec'hiañ outo. Bondoug ar c'hon enep hini al loen gouez eo danvez ar gwenaerezh.

Arabat eo droukveskañ ar gwenaerezh gant ar falc'hunerezh, ma hemolc'her dre laboused-preizh, ha gant an haboerezh hag a zo un ensavadur bet krouet e 813 gant Karl Veur evit diouennañ ar bleizi dre drapoù hag armoù.


Chaseal dre lez zo un doare da chaseal en ur redek, en ur c’hwezhañ er c’horn boud, hag en ur huchal. Un teknik eo ma heulier al loen gouez (ur c’harv en Europa, pe ur moc’h-gwez, un heizez, ul louarn, ur c'hounifl pe ul lapin) gant ur bagad chas o redek war-lec’h al loen chaseet betek ma vije skuizh divi ha mervel. Gant o fronelloù espar e c’hwez ar c’hri war-lec’h roudoù bet laosket gant al loen preizet. Gourdonet a savet eo ar chas evit argas ul loen hepken. Ar droadeien pe ar varc’herien a vez oc’h ambroug ar bagad chas.

Rendaeloù a vez war ar sujed, difennet eo e Belgia abaoe 1995, en Alamagn goude dibenn an eil Brezel bed, hag e Breizh-Veur abaoe 2005. Erlec’hiet o deus e Breizh-Veur gant ur stumm dizrouk, hep tamm jibouez ebet, ma vez atizet fronelloù ar c’hi gant substituoù lu touelus. Ouzhpenn 80 % eus an dud e Frañs a vefe enebet ouzh an doare chaseal el lez.

  • "Gwenaerezh meur" (grande vénerie) a reer eus ur bagad-kon hag a red war-lerc'h bronneged bras : demmed (Dama dama), hoc'h-gouez (Sus scrofa), kirvi ruz (Cervus elaphus), yourc'hed (Capreolus capreolus).
  • "Gwenaerezh bihan" (petite vénerie) a reer pa hemolc'her broc'hed, gedon, lern.
  • "Akipaj" (équipage) a reer eus un aozadur hag a zo perc'henn war un tiriad gouestlet d'an hemolc'h, gant ur bagad-kon hag ur skipailh gwenaerien.

Guiznezl, guinhezl evit "gwenaer" e Buez Santez Nonn (diwezh ar XVvet kantved), guinhezl er C'hatolicon (1499), guyner, guënaëzr, guinaezr, guynaër e Geriadur Gregor Rostren (1732) ha gwenaergwenaerezh e Geriadur Vallée (1931).

Eus ar galleg vénerie[1] testeniekaet en XIIvet kantved, diwar ar verb vener "hemolc'hiñ dre redek", eus al latin krennamzerel venaria "loened da hemolc'hin" diwar al latin venāri "redek war-lerc'h" ; hemolc'hiñ".

Leoneta war varc'h, gant kon ha goafioù. Arz assyrian, circa 600 k.JK – British Museum

War varc'h pe war garr e veze hemolc'het leoned en Asiria er VIIvet kantved kt JK, ha lazhet dre wareg pe c'hoaf evel m'en diskouez oberennoù arzel niverus. Un doare da embreger evit ar brezel e oa, en abeg da dennder an hemolc'h : ret e oa strivañ e-pad pell, bout war evezh bepred ha gouzout embreger armoù.

En Impalaeriezh roman, perc'henned un dachenn o deveze ar gwir da hemolc'hiñ warni ; gwir e chomas kement-se en Europa ar C'hornaoueg goude diskar an impalaeriezh, pa renas ar Veroveed hag ar Garolingidi war o lerc'h.

Holl renkadoù ar gevredigezh a yae da hemolc'hiñ. Pa rae an dud a renk izel evit o boued, re ar renkoù uhelañ er grae evit dudiañ o amzer, evit an darempredoù kevredigezel, evit embreger hag evit diskouez o dere. Pa 'z eas impaleriezh ar Garolingidi da get e paotas an aotrouien lec'hel. Buan e virjont tiriadoù ec'hon — koadeier peurliesañ — ma veze diwallet loened gouez dindan gward evit an hemolc'h hepken. An dud izel n'o deveze ket gwir d'en ober, ha kastizet garv e veze ar vigrierien ; ret e oa dezho neuze hemolc'hiñ loened bihan en diavaez d'an tiriadoù berzet.

E dibenn ar Grennamzer e veze c'hoazh hemolc'het war varc'h gant armoù-tenn : lazhet e veze al loened a-bell dre arbalastr, goaf, gwareg, pe tapet ar jiber dre drapoù kent o lazhañ a-daolioù goustilh pe gleze.

Kentañ testeni eus an doare da chaseal er Grennamzer e voe un dornskrid anvet Livre de Chasse savet etre 1387 ha 1389 gant an hemolc'her meur Gaston III de Foix-Béarn (1331-1391), lesanvet Gaston Fébus / Phœbus.

A-feur ma veze dibabet ar gouennoù kon dre o barregezh en hemolc'h, ha lakaet barrekoc'h-barrekañ da hemolc'hiñ ar spesad-mañ-spesad, e voe dilezet an armoù-tenn tamm-ha-tamm ha lezet ar c'hon arbennikaet da hemolc'hiñ dre o bondoug, o mus hag o fleustradur betek ma vije diviet al loen gouez ; neuze e veze lazhet gant un taol goustilh pe gouzifiad, evel ma vez graet hiziv c'hoazh. Er XVvet kantved dija e veze kemennet pazennoù an abadennoù gant sonioù ar c'horn-hemolc'h.

E Bro-C'hall, ar roue François Ier a embannas e 1526 ur skrid hag a reolie an hemolc'h hag an noble déduit, da lavaret eo an "dudi nobl", ar gwenaerezh meur ; « Tad ar gwenaerezh » a vez graet anezhañ e metoù ar gwenaerezh abaoe ma voe moullet al lesanv-se gant Jacques du Fouilloux (1519-1580) en e levr La Venerie e 1561.

Gant red an amzer e kreskas geriaoueg ar gwenaerezh, betek bout resis-tre e kement tachenn hag a denn d'an hemolc'h : deskrivet dre ar munud ha termenet e vez korf pep loen e pep oad, emzalc'h pep gouenn kon e-kerzh un hemolc'hadenn ha pep pazenn en hemolc'h e-unan. Ken abred hag ar XIVvet kantved e voe diouzh ar c'hiz e metoù an uhelidi gouzout ar c'heriaoueg, koulz e Bro-C'hall hag e Bro-Saoz. Pelloc'h, da vare an Azginivelezh, e voe brasaet ha resisaet ar c'heriaoueg a-galz.

Ar c'heriaoueg puilh-se a implijer hiziv c'hoazh e Bro-C'hall, hag un darn anezhi zo tremenet er yezh pemdez : à cor et à cri, c'est la curée, donner le change, être aux abois, marcher sur les brisées de quelqu'un, sonner l'hallali, hag all.

En XVIIIvet kantved, ar Saozon a gasas ar gwenaerezh da Amerika a-gevret gant kezeg ha lern Europa (Vulpes vulpes).

Er gwenaerezh veur e ranker marc'hegañ evit heuliañ ar c'hon, en abeg da dizh ar jiber a hemolc'her. Kon arbennikaet a ranker kaout, evel-just, hag ur c'horn-hemolc'h evit kemenn a-zivout argerzh an abadenn. Berzet eo an armoù-tan.

En Y Bont-faen, Kembre, e 2008

Forzh pe varc'h pe gazeg a c'hall bout mat evit ar gwenaerezh, gant ma vo sioul, nerzhek ha kalet ouzh a strivoù goulennet gant hirder an hemolc'h, betek 50 km war forzh pe dachenn ha dindan forzh pe amzer, hep gouzout pegoulz e tistroio d'ar marc'hosi.

Ret eo boazañ al loen ouzh ar c'hon, ar c'harbedoù hag ouzh trouzioù dic'hortoz ar c'hoadegi.

Er Rouantelezh-Unanet ez eus bet krouet kezeg arbennig anvet Hunters ("hemolc'herien") dre barañ kezeg gwad ha hanterwad ; en Iwerzhon ez eus bet graet heñvel gant kezeg gwad ha kezeg-tenn (draughts).

En hengoun gall ez eur chomet gant al loened a oa : gwad, hanterwad, angl-hag-arab ha troterien ; dre bleustradur hepken e teuont da vout arbennik.

Diforc'hañ a reer etre ar c'hon evit ar gwenaerezh meur, a vez heuliet war varc'h, evel ar ouenn Grand anglo-français tricolore, ha re ar gwenaerezh bihan evel ar Beagle.

Etre 20 ha 100 ki a vez en ur bagad ; lod a vez miret fresk (chiens de relais) evit eilañ ouzh ar re skuizh. Pep hini zo soliusaet (créancé) evit hemolc'hiñ a-vagadoù ur spesad loened hepken (demm, gad, hoc'h-gouez, karv, lapin, louarn pe yourc'h) rak gwenn e vije pep hemolc'h mar bije lakaet da redek meur a loen en un abadenn, pe da hemolc'hiñ en e unan.

Dre ar parañ hag ar pleustriñ e teu ar wenaerien a-benn da zibab gouennoù, ha hiniennoù a-douez gouenn pe ouenn, evit tanavder o mus hag evit o framm, o zizh, o c'haleter, o harzh (gorge). Lod kon zo arbennik war an diboufañ ul loen gloazet, evit berraat e boanioù.

Korn-hemolc'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Korn-hemolc'h ar gwenaerezh
Korn-hemolc'h milourel

E Bro-C'hall hepken hag abaoe 1723 e vez ambrouget an hemolc'herien gant sonioù (fanfares) ar c'horn-hemolc'h evit ma c'hellfe ar wenaerien kehentiñ etrezo ha gant ar c'hon. Gant ar mestr-gwenaer ha markiz Marc-Antoine de Dampierre (1676-1756) e voe ijinet e 1722 ar c'horn-hemolc'h a anavezer hiziv ; ar benveg nevez-se a voe degemeret e Gwenaerezh ar roue Louis XV. Tremen 4 000 fanfare a voe skrivet gant markiz Dampierre ; en e raok avat e oa bet savet div son gant André Danican Philidor, alias Philidor l'Aîné (1652-1730), pennsoner ar roue Louis XIV : Retraite prise (1705)[2] ha La Sourcillade (1708)[3].

Deskrivañ dibun an hemolc'h eo perzh ar c'horn : sonioù zo bet skrivet evit embann kement degouezh (circonstance), evel an débuché pa guita al loen goudor ar c'hoadeier da vont war ar gompezenn.

Arabat eo droukveskañ korn-hemolc'h ar gwenaerezh ha hini ar sonerezh milourel :

  • e Re e vez kentonet hini ar gwenaerezh dre he hirder (4,545 m) ; e 6/8 e vez an darn vuiañ eus ar sonioù ;
  • e Mi bouc'h (Mi♭) pe Si bouc'h (Si♭) e vez kentonet hini ar soudarded, dre ur stirell diabarzh ; tonioù-bale 2/4 ha 4/4 a soner peurliesañ.

Ar c'horn-hemolc'h d'Orléans eo an hini a soner hiziv peurliesañ ; deveret eo diwar an Dauphine hag a zeue eus an Dampiere.

Anv Hirder Punadur
Dampierre (1723) 4,545 m 1 dro ½
Dauphine (1729) 4,545 m 2 dro ½
D'Orléans (1817 & 1831) 4,545 m 3 zro ½
Gwenaerezh e 2004 e Bro-C'hall
Divarc'h, e 2005
Gwenaerezh e 2014 e Bro-Saoz (indeed!)

Digemm pe dost eo chomet ar gwenaerezh abaoe ma voe doñvaet ar c'hezeg, peogwir eo chomet digemm doareoù ar c'hon ha re ar spesadoù hemolc'het.

Diwar-benn dibun un abadenn gwenaerezh meur e lennor amañ da-heul.

Emgav a vez, beure abred, war tiriad un akipaj ; darev emañ an "nozelennoù" (boutons), da lavaret eo izili un akipaj p'o devez ar gwir da zougen e unwisk goude bout skodennet. Heulierien (suiveurs) a vez degemeret ivez, pa c'hall forzh piv ambroug un hemolc'h evit netra ; war droad, war varc'h, war varc'h-houarn e heulier un hemolc'h. Berzet-groñs eo d'an nozelennoù ha d'an heulierien degas armoù-tan.

An "dihun" (réveil ) a vez sonet gant ar c'horn. A-hed an devezh e pado an hemolc'h war-lerc'h ul loen hepken er gwenaerezh meur, ha peurliesañ e teuio hennezh a-benn da virout e vuhez dre guitaat tiriad an akipaj, pe dre vont tre en ur goadeg arall, pe dre "widreoù" (ruses) all ; e gwenn e vez tremen 30% eus an hemolc'hadennoù.

Kerkent ha sonet an dihun e vez kaset ar "gwadkon" (limiers), dalc'het gant ar roll gant "mevelien gon" (valets de chiens), da glask ha kavout ul loen gouez kent e "jaujañ" (jauger) hag e zigenvezañ.

Sevenet kefridi ar gwadkon e tistroont gant o c'haserien da lec'h an emgav, ma tanevell ar vevelien gon stad ar jiber.
Da neuze e soner al "loc'hañ" (départ ) ; war varc'h e ya ar wenaerien war-lerc'h ar "c'hon-urzh" (chiens d'ordre), hag a zo kon-red karget gant hemolc'hiñ al loen betek ma vo diviet ; krog eo an "diboufañ" (traque).

Pa vez kavet al loen e klever ar c'horn o seniñ ar "gwel" (vue) hag ar mestr-gwenaer o huchal « Taio ! » (Taïaut !)[4],[5] ; setu krog an hemolc'h da vat.

Kenlabour a vez etre an dud hag ar c'hon-urzh, an eil o heñchañ ar re all — an dud dre o anaoudegezh eus an dachenn, ar c'hon dre o mus.

Ret eo d'al loen tec'hel kuit : emañ "lañset" (lancé). Klask a ra neuze mirout e vuhez, ar pezh a ra dre meur a widre :

  • "hentoù doubl" (doubles voies) pa zistro war e c'hiz kent kemer un hent all evit luziañ mus ar c'hon : daou roud c'hwezh (sentiment) a gavont, ar pezh a lez amzer d'al loen da lañsiñ warno ;
  • "karbac'h" (hourvari) pa zistro da benn-kentañ an diboufañ evit kenluziañ ar c'hon adarre ;
  • "kemm" (change) p'en em lakaat e-touez hiniennoù eus e spesad evit kenluziañ mus ar c'hon c'hoazh ; ne vez ket sonet ar c'hemm, kuit a lakaat evezh er jiber hag a drubuilhañ ar c'hon-urzh ;
  • "lañsiñ war" (forlonger) pa gemer kement a lañs war ar c'hon ma kollont roud e c'hwezh ;
  • "tremen dour" (passage d'eau) pa dreuz ur red pe ul ledennad dour evit troc'hañ roud e c'hwezh ; kemennet e vez kement-se gant ar c'horn o seniñ ar Bat-l'eau .

Eurvezhioù-pad e kendalc'h ar c'hoari toull-kuzh-se betek diwezh an hemolc'h, gant tri disorc'h :

  • serr-noz eo, re ziwezhat eo evit tapout al loen, gwenn eo an abadenn ;
  • tec'het eo al loen kuit da vat, gwenn eo an abadenn ivez ;
  • tizhet eo bet al loen, talañ a ra ouzh an hemolc'herien pe diviet eo gant an hemolc'h : sonet e vez an "hualao war droad" (hallali sur pied) ; da neuze hepken e klever harzhoù (abois) ar c'hon-urzh, rak "garmiñ" (crier) a reont a-hed an hemolc'h.

"Servijout" (servir) al loen a reer neuze, da lavaret eo en e beurlazher : gant dent ar c'hon e kav e varv, pe gant lavnenn ur gwenaer anvet "piker" (piqueux) ; an "hualao war zouar" (hallali sur terre) a soner neuze.

Goude servijet al loen en e zispenner hag e roer an tammoù gwellañ da izili an akipaj. An tammoù dister a lakaer war an "doubier" (nappe), da lavaret eo kroc'hen al loen, hag e soner ar "c'hourailhoù" (curée) evit m'o defe ar c'hon o gopr.

E-pad ma fest ar c'hon e soner meur a fanfare :

  • re an darvoudoù pennañ a zo bet e-kerzh an hemolc'hadenn ;
  • unan en enor d'al loen marv ;
  • an Enorioù (Honneurs) da geñver "lidoù en troad" (honneurs du pied) : goude an hualao e tegas ar piker troad a-raok dehoù al loen d'an den a fell da vestr an akipaj enoriñ ;
  • son an akipaj, Le Bonsoir breton da skouer ;
  • sonioù akipajoù ar gouvidi ;
  • kimiad ar vistri hag ar bikerien.

Ar gwenaerezh er bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aotreet eo ar gwenaerezh en Aostralia, e Bro-C'hall, en Italia, en Iwerzhon, e Kanada, e Portugal, e Stadoù-Unanet Amerika hag e Zeland-Nevez.

Berzet eo en Alamagn (1936), e Belgia (1995) hag er Rouantelezh-Unanet (2005)[6],[7]

Ar gwenaerezh en arzoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloavezhioù 1930 e voe daou romant ma teskriver abadennoù gwenaerezh : e 1934 en A Handful of Dust ar romantour saoz Evelyn Waugh (1903-1966)[8] hag e 1938 e La dernière harde gant Maurice Genevoix (1890-1980)[9]

Ar romantour gall Théodore de Foudras (1800-1872) en deus skrivet 13 levr diwar-benn ar gwenaerezh, an hini brudetañ o vout Les gentishommes chasseurs[10].

Ouzhpenn ar sonioù korn-hemolc'h bet savet evit an hemolc'h end-eeun ez eus bet meur a oberenn levezonet gant ar gwenaerezh, an hini vrudetañ o vout ar Messe de Saint Hubert[11] savet gant Tyndare-Gruyer e 1883 — nes komz eus La Paimpolaise, "pennoberenn" Théodore Botrel (1868-1925), hag a zo ur fanfare e gwirionez[12].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) FEBUS, Gaston : Livre de Chasse (1387-1389), Paris, Bibliothèque de l'Image, 2003 (ISBN 978-2-91466-103-4)
  • (fr) DU FOUILLOUX, Iaques : La Venerie, Poitiers, de Marnefz & Bouchetz frères, 1561 – Lenn en-linenn.
  • (fr) DE SALNOVE, Robert : La Venerie Royale - Divisée en Quatre Parties (1665), Kessinger Publishing, 2010 (ISBN 978-1-16633-392-8)
  • (fr) D'YAUVILLE, Jacques : Traité de Vénerie (1788), Hachette Livre BNF, 2016 (ISBN 978-2-01448-058-0)
  • (fr) BELLIER DE VILLIERS, A. C. E. : Le chien au chenil (1870), Paris, Pairault & Cie
  • (fr) BELLIER DE VILLIERS, A. C. E. : Les déduits de la chasse du chevreuil (1870), Paris, Victor Goupy
  • (fr) BELLIER DE VILLIERS, A. C. E. : Éducation du chien d'arrêt (1881), Hachette Livre BNF, 2017 (ISBN 978-2-01407-611-0)
  • (fr) LE COUTEULX DE CANTELEU, Jean-Emmanuel : Manuel de vénerie française, Paris, Hachette, 1890. (ISBN 978-2-85704-654-7)
  • (fr) AMBELAIN, Robert : Symbolisme et rituel de la chasse à courre, Paris, Robert Laffont, 1981 (ASIN 2221006879)
  • (fr) SALVADORI, Philippe : La Chasse sous l'Ancien Régime, Paris, Fayard, 1996 (ISBN 978-2-213-59728-7)
  • (fr) PINÇON Michel & PINÇON-CHARLOT, Monique : La Chasse à courre, ses rites et ses enjeux, Paris, Payot, 2003 (ISBN 978-2-228-89749-5)
  • (fr) ANAYA-GAUTIER, Céline : Chasse à courre - À la croisée des mondes, Paris, Flammarion, 2018 (ISBN 978-2-08144-202-3)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. A skrivervènerie ivez abaoe 1990, dre lezenn.
  2. Sonet e dibenn an hemolc'h, mard eo bet tapet al loen ; ar retraite manquée a vez sonet mard eo chomet gant e vuhez.
  3. Adanvet la Vue diwezhatoc'h, a vez sonet kentañ gwech ma wel an dud al loen, goude m'eo bet gwelet gant ar c'hon.
  4. Un drouzadell eo, a skriver Tayaut ivez (1661; Taho e oa circa 1300.
  5. Vloo a hucher pa weler un hoc'h-gouez, hervez Bellier de Villiers.
  6. (fr) Huffpost, 29 HER 17
  7. Gwenaerezh a vez c'hoazh er Rouantelezh-Unanet, evel m'en diskouez meur a restr e Wikimedia Commons.
  8. (en) WAUGH, Evelyn : A Handful of Dust, Penguin Books, 2018 (ISBN 978-0-241-34110-0) ; (fr) Une poignée de cendres, Robert Laffont, 2018 (ISBN 978-2-22121-604-0)
  9. (fr) GENEVOIX, Maurice : La dernière harde, Éditions de Montbel, 2018 (ISBN 978-2-35653-120-9)
  10. (fr) FOUDRAS, Théodore de : Les gentishommes chasseurs (1848), Forgotten Books, 2018 (ISBN 978-0-484-29511-6)
  11. Sant paeron an hemolc'herien eo Hubert de Liège (c. 657-727).
  12. Eugène Feautrier (1849-1898) a glotadas ar son e 1896.