Libro de la Montería de Alfonso XI

Eus Wikipedia
Engravadur el Libro de la montería gant Juan de Arfe y Villafañe ha Mateo Pérez de Alesio

Al Libro de la montería ("Levr an hemolc'h") zo un oberenn rannet etre 3 levrenn gant 39 engravadur ma teskriver dre ar munud koadoù ha menezioù Spagn hag al loened a veze chaseet war varc'h, pa oa ar gwenaerezh brasañ plijadur an uhelidi.
War gourc'hemenn Alfonso XI (1311-1350), roue León ha Kastilha adalek 1313 betek e varv, e voe savet al levr.

Dre al levr-se e talc'hed d'an hengoun dastum ditouroù a-zivout an hemolc'hiñ loened bras hag ar gouennoù kon a oa bet boulc'het dindan ren Alfonso X Kastilha, koulz ha diwar-benn kleñvedoù ar c'hon hag an doareoù d'o fareañ.
E manati an Escorial emañ ar skrid klokañ ; da vare Pedro Iañ Kastilha e oa bet aozet, gant ditouroù a-zivout ar c'horridaoù ha gourenoù ar foarioù a oa bet ouzhpennet er XVIvet kantved.

War urzh ar roue e oa bet skrivet al levr, met lod pennadoù zo bet skrivet gant Alfonso e-unan hep mar ebet, peogwir e oa un arbennigour war an hemolc'h. Moarvat e oa bet goulennet danevelloù digant hemolc'herien all evit sevel ar pennadoù a denn da zeskrivadurioù ar menezioù, al lec'hioù hag an harzoù.

A-raok an oberenn-se ne gaver nemet an De arte venandi cum avibus (1241-1248), un dornlevr falc'hunerezh gant Friedrich II Hohenstaufen (1194-1250), roue Sikilia adalek 1198 betek e varv.