Mont d’an endalc’had

De arte venandi cum avibus

Eus Wikipedia

De arte venandi cum avibus ("Arz ar chaseal gant evned") zo ul levr diwar-benn ar falc'hunerezh.

Frederig II an Impalaeriezh Santel (1194–1250) zo anavezet evel unan hag a vrudas ar falc'hunerezh e kornôg Europa. Kontañ a reer en doa desket ober digant Arabed pa oa o vrezeliañ er Reter Nesañ e-pad ar C'hwec'hvet Kroaziadeg (1228–1229). Lakaat a reas treiñ un dornskrid arabek diwar-benn ar falc'hunerezh hag embannet e voe e latin e 1241, gant an titl De arte venandi cum avibus.