Mont d’an endalc’had

Friedrich II an Impalaeriezh Santel

Eus Wikipedia
Friedrich II hag e falc'hun. Diwar al levr De arte venandi cum avibus ("Diwar an arz da chaseal gant evned"), Biblioteca Apostolica Vaticana

Friedrich II an Impalaeriezh Santel e ditl, Friedrich von Hohenstaufen e anv, bet ganet e Jesi e-tal Ancona (Italia) d'ar 26 a viz Kerzu 1194 ha marvet d'an 13 a viz Kerzu 1250 e Castel Fiorentino, e-tal Lucera ha San Severo, a oa roue Sikilia, roue ar Romaned, Impalaer Santel ha roue Jeruzalem adalek 1220.

Herri VI an Impalaeriezh Santel (1165-1197), impalaer santel ha roue Sikilia, e oa e dad ; Constanza Iañ Sikilia (1154-1198), merc'h da Ruggero II, roue Sikilia, e oa e vamm.

Bec'h en doe Friedrich hep distag gant ar bibien ha div wech e voe ezkumunuget. An Antekrist a veze graet anezhañ gant ar pab Gregor IX. Darempredoù mat en deveze gant ar Vuzulmaned, ha kas a reas da benn ar c'hwec'hvet kroaziadeg (1228-1229) hep brezeliñ, hag an eil den e voe oc'h adkemer lec'hioù santel ar Gristeniezh goude Godefroy de Bouillon e 1099.

Desket-bras e oa, c'hwec'h yezh a gomze : latin ha henc'hresianeg, sikilianeg, arabeg, normaneg hag alamaneg.

Skiantourien a bep bro a veze degemeret en e lez ; troet e oa gant ar jedoniezh hag an arzoù. Lakaat sevel kestell a rae diwar e raktresoù.

Dimezioù ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Peder gwech e timezas ha meur a serc'h en doe.

Frederig hag Isabella Bro-Saoz
Priedoù pe serc'hed Bugale
Constanza de Aragón y Castilla
  1. Heinrich VII Germania (1211-1242)
Jolanda di Brienne
  1. Margherita, marv-c'hanet e 1227
  2. Konrad IV (1228-1254)
Isabella Bro-Saoz (1214-1241)[1]
  1. Margherita di Sicilia (1237-1270)
  2. Enrico Carlo Ottone d'Hohenstaufen (1238-1253)
  3. Jordanus, ur mab marv-c'hanet e 1236[2]
  4. Agnes, ur verc'h varv-c'hanet e 1237[2]
  5. Ur mab marvet e 1239 pe 1240[3]
  6. Ur verc'h varv-c'hanet e 1241[4]
Bianca Lancia
  1. Costanza (Anna) (1230-1307)[5]
  2. Manfredi (1232-1266)[5]
  3. Violante (1233-1264)[5]
Serc'hed Bugale
Adelaide di Urslingen (war-dro 1195 - war-dro 1234)
  1. Enzo (war-dro 1224-1272)
  2. Caterina (deiziadoù dianav)
Maria Antiochia Federico di Antiochia (1222/1224-1256)
Dianav Biancofiore di Svevia (1226-1279)
Richina di Wolfs'oden Margherita di Svevia (1227-1298)
Dianav Selvaggia di Staufen (1221/1223-1244)
Manna de Castanea Riccardo di Teate (1224/1225-1249)
Dianav Federico di Pettorano (1213 – goude 1240)
Dianav Artensio di Pettorana (1240-1243)
Dianav Gherardo (deiziadoù dianav)

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Diasur e vezer diwar-benn diskennidi Isabella Bro-Saoz : lod a gont 3 bugel (Norgate, 1892), lod a gont 4 (Everett Green, 1820), lod all a gont 4 ivez met disheñvel (Weir, 2011).
  2. 2,0 ha2,1 Everett Green, 1820 ha Weir, 2011.
  3. Weir, 2011.
  4. Norgate, 1892.
  5. 5,0 5,1 ha5,2 Legitimatio per matrimonium subsequens, "reizhwiriet dre zimez diac'houde".