Worms
| Deiziad krouiñ | 1añ kantved kt JK |
|---|---|
| Anv ofisiel | Worms |
| Anv er yezh orin | Worms |
| Stad | Alamagn |
| Kêr-benn eus | Rouantelezh Kentañ ar Vurgonded, Roman Catholic Diocese of Worms |
| E tiriad | Rheinland-Pfalz |
| Gwerzhid-eur | UTC+01:00, UTC+02:00 |
| War ribl | Roen |
| Lec'hiadur | Wonnegau |
| Daveennoù douaroniel | 49°37′49″N 8°21′44″E |
| Penn an aotrouniezh | Adolf Kessel |
| Ezel eus | Bund der Lutherstädte, Kevredad evit an hin, Mayors for Peace, City diet Rhineland-Palatinate |
| Perc'henn war | Wormatia-Stadion, Herrnsheimer Schloss |
| A zo stok ouzh | Alzey-Worms district, Bad Dürkheim, Rhein-Pfalz, Landkreis Bergstraße |
| Prizioù resevet | European City of the Reformation |
| Kod-post | 67547, 67549, 67550, 67551 |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.worms.de/neu-de/index.php |
| Kod pellgomz an takad | 06241, 06242, 06246, 06247 |
| Kod plakenn varilh | WO |


Worms zo ur gêr dizalc'h (kreisfreie Stadt) eus Rheinland-Pfalz en Alamagn. Emañ war lez ar Roen, etre Ludwigshafen ha Mainz. E dibenn 2014 e oa 81 010 a dud o chom enni.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus kêrioù koshañ Alamagn eo Worms, pa gaver meneg anezhi da vare ar Gelted gant an anv Borbetomagus, aet da Vormatia diwezhatoc'h, a-raok amzer ar Romaned, hag ar c'hreñvlec'h savet gant Drusus en 14 kent JK.
Anavezet eo ivez dre ma'z eus meneg anezhi e deroù Kan an Nibelungen, ur meurgan alamanek eus an XIIIvet kantved. Ur mirdi, anvet Nibelungenmuseum a oa bet digoret e kêr e 2001.
Brudet eo Worms ivez dre ma voe Martin Luther o tifenn e gredenn dirak ur vodadeg eno e 1521.
Monumantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anavezet eo an iliz-veur Sant Pêr, eus an XIvet ha XIIvet kantved, unan eus an teir iliz-veur romanek vras a zo en Alamagn, gant hini Mainz ha hini Speyer. Ur sinagogenn, distrujet e 1938 hag adsavet e 1961, hag ur c'harter yuzev bras a rae eus Worms (Wermajze, ווירמייזא e yiddish) ur greizenn a bouez evit ar sevenadur yuzev en Alamagn gwechall.
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Worms gant ar c'hêrioù-mañ :
Auxerre (Bro-C'hall)
Bautzen (Alamagn)
Parma (Italia)
Mobile (Stadoù Unanet)
St Albans (Bro-Saoz)
Tiberias (Israel)
Ningde (Sina)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Lec'hienn ofisiel (de) (en)
