Tiberias
Neuz
Tiberias pe Tiberiada (Τιβεριάς (Tiberias) hervez al latin hag ar gregach, Τιβεριάδα (Tiveriada) hervez ar gresianeg ), pe (טבריה (Tverya) en hebreeg, pe طبرية (Tabarīya) en arabeg, a zo kerbenn Galilea en hanternoz Israel. Ur gêr istorel brudet eo, darempredet gant pirc'hirined ha touristed. Kresket eo kêr en hanternoz d'ar gêr istorel gozh.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Emañ Tiberias war lez kornôk Lenn Tiberias, 40 000 a dud enni, brudet hec'h andonioù tomm ha yec'hedus, ur gêr ma ne ra glav nemet 50 deiz bep bloaz ha ma ra 20 derez e-kreiz ar goañv.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Savet eo bet er bloaz 21 gant Herodez Antipas, ur mab da Herodez Veur ha roet dezhi anv an impalaer Tiberius.