Jolanda di Brienne
Neuz
Jolanda pe Isabella di Brienne, pe Isabella II Jeruzalem (Tir pe Jeruzalem, 1212 – Andria, 5 a viz Mae 1228), rouanez Jeruzalem, a oa eil pried an Impalaer santel Friedrich II.
Merc'h e oa da Jean de Brienne, ha da Maria di Monferrato, ha rouanez Jeruzalem e voe.
Eured ha bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dimeziñ a reas e 1225, en Brindisi, en Apulia.
- Margherita (Du 1226 - Eost 1227), marvet da ur bloaz.
- Konrad IV, pe Corrado (1228 - 1254), Roue ar Romaned hag Impalaer santel war-lerc'h e dad.
Mervel a reas Jolanda da seitek vloaz, dek dez goude genel he mab Corrado. Beziet eo e kev-bezioù iliz-veur Andria.