Kallag
Kallag | ||
---|---|---|
![]() Iliz katolik Sant Laorañs. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Callac | |
Bro istorel | Kernev | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Gwengamp | |
Kanton | Kallag | |
Kod kumun | 22025 | |
Kod post | 22160 | |
Maer Amzer gefridi | Jean-yves Rolland[1] 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Kornôg Kreiz Breizh | |
Lec'hienn web | http://www.mairie-callac.fr/ | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 233 ann. (2020)[2] | |
Stankter | 68 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 116 m — brasañ 291 m | |
Gorread | 33,03 km² | |
kemmañ ![]() |
Kallag a zo ur gumun eus Bro Gerne ha pennlec'h kanton Kallag, e departamant Aodoù-an-Arvor, e kreiz Breizh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kallag en em gav e-kichen eienn ar stêr Hier (Evara ?), adstêr d'an Aon, ha war zu kreisteiz menezioù Arre (Bro-Gernev).
Kumunioù amezek : Ar Chapel-Nevez; Plougonveur; Bulad-Pestivien; Sant-Servez; Duod; Pluskelleg; Kalanhel
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
a. Botmael :
R. de St Jouan : Botnumel ( cf : Gesta sanctorum rotonensium, IXvet) ; Botmel, 1637; Bonmel, 1778
Talvoudegezh : an anezadenn war beg ar run (*mell-os)
b. Kallag
Bernard Tanguy : Gallac, 1182; Callac, 1389; par. de Botmel et Callac, 1591.
Talvoudegez :
- marteze eus anv-den Callus + acos (diasur)
- gwelloc'h marteze eus ur wrizienn *kal- = mein-(eg), roc'h
- Ar galleg a ra gant Callac (stumm ofisiel), ha gant Callac-de-Bretagne a-wechoù, evit an ti-post, abaoe 1856[3].
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
En argant e deir c'hebrenn en gul Diwar ardamezioù aotrounez Pluskelleg. |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kallag emañ e bro Gerne, eus parrez Botmael, trev Pluskelleg, eus eskopti Kemper.
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1363 : tapet eo kastell Kallag gant Gwesklin
- 1393 : dispennet ei kastell kallag. E vo adsavet gant aotrouien Pluskelleg.
xvvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
xvivet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Aotrouniezh Kallag a zo roet d'an abati Kroaz-Santel Gwengamp
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1619 : dispennet eo kastell Kallag;
Emsavadeg ar Bonedoù ruz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Trubuilhoù a voe er barrez d'an 12 a viz Gouere 1675[4]. 200 kouer eus ar vro en em sko war ar gêr, kaset gant an eil-diagon Fañch ar Maerdi.
- Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh un den eus Kallag, Guillaume Le Maréchal, beleg, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[5].
XVIIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Miz Du 1719, tremenn a ra markiz Pont-Kallek daouzek deiz er maner Kermabilo, e-ti e eontr markiz an Neved.
- 28 C'hwevrer 1790 : ur c'huzul kumunn a zo dliennet e kêr Kallag, hag unan all e parrez Botmael.
- 13 Du 1790 : dilezenn eo lakaet kuzul kumunn Kallag, ha staget ouzh hini Botmael.
- An III[6]: sez ar gumunn a zo lakaet e kêr Kallag.
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 30 Ebrel ha In Mae 1840 : savadeg a-enep telloù-kêr. Archerien a zeu en noz 3-4 Mae.
- 5 Ebrel 1848 : savadeg nevez war ar marc'had, a-enep talioù ar blasoù.
- 29 Here 1874 : Landujen a zo distaget diouzh Kallag, ha staget ouzh Duod
- 8 Gwengolo 1875 : beniget eo maen kentañ iliz Sant-Laorañs
- 9 Kerzu 1877 : echuet eo iliz Sant-Laorañs
- 28 Gouere 1892 : sakret eo iliz Sant-Laorañs
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 168 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,66 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[7].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- penn-kentañ Meurzh 1944 : devet eo melestradur alaman gant tud an F.T.P.F
- 25 Meurzh 1944 : taget eo ur wetur archerdi Gwengamp gant rezistanted Kallag
- D'an 9 a viz Ebrel 1944 e voe rastellet tud gant al lu alaman e Kallag[8].
- En noz etre an 30 hag an 31 a viz Mae 1944 e voe taget an archerdi gant pempzek den eus ar Rezistañs, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[9]; tapet eo ganto 700 litrad esañs.
- 3 Mezheven 1944, e Pont-Gwernaded, emgann etre Rezistanted ha gwardoù-bro.
- 4 Eost 1944, dalc'hed eo kêr Gallag gant tud an F.T.P (strollad Le Borgne)
- Mervel a reas 55 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[7].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Aljeria: un is-ofisour a varvas.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Tosenn Sant Trefin,, mare an Arem
- Hent roman Kerdreken
- Moudenn Kernormand,, Krennamzer
- Kleuzioù Marrous, amzer diasur
- Iliz katolik Bonvael, penn kentañ XVIvet kvd; 1628; 1633-1634; 1644; 1734. Bet enrollet d'an 22 Genver 1927
- Iliz santez Katell, war blasenn Kallag, intra-muros (bet diskaret)
- Iliz katolik Sant Laorañs
- Chapel Sant Pêr an Enez,, penn kentañ XVIvet kvd; kalvar ha leur
- Chapel santez Barba,, penn kentañ XVIvet, fin XVIIvet kvd
- Chapel Sant Trefrin, XVvet, XVIvet
- Maner Kermabilo (c. 1500)
- Maner Kerarc'here (1686)
- Maner Kerlossouarn (XVIIvet), bet diskaret evit kaout plas evit ul lodennadur er bloavezhioù 1970.
- Maner an Enez (XVIIvet)
- Feunteun Kerdiekel
- Rañvel stank ar vilin (kemeret evit ur pont galian ha roman)
- Monumant ar re varv.
- Lenn an Draonienn C'hlas
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1962 | 1968 | 1975 | 1982 | 1990 | 1999 | 2006 | 2013 |
---|---|---|---|---|---|---|---|
3002 | 3043 | 3024 | 2872 | 2592 | 2459 | 2375 | 2236 |
Abaoe 1962 : Poblañs hep kontoù doubl |
Niver a annezidi

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[10].
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 30 a viz Mezheven 2011 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 2012 e oa bet krouet un hentad divyezhek er skol bublik, ha 16 skoliad a oa bet enskrivet er c'hlas divyezhek d'ar c'houlz-se.
- E distro-skol 2021 e oa 25 skoliad en hentad divyezhek (9,5 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).[ http://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm]
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Nevenoe, e Bonmael ? (diasur eo an dra se)
- Charlez-Herkul a Geranflec'h, aotrou ar Wern, e Botmael; bet ganet enno ar 4 C'hevrer 1749;. En eus losket skridoù war enklaskoù
- Pêr-Aleksandr a Geranflec'h, aotrou ar Wern, mab d'an hini a-us. Bet ganet e Botmael ar 24 Genver 1749. e zigouezhas penn al lu katolik ha roueel Breizh
- Jerom-Aleksandr Guyot, anvet Gwiot, bet ganet e Kallag ar 26 Genver 1760; kannad Aodoù an Hanternoz ouz Pemp-Kant (14 Ebrel 1798 betek 1799); maer Kallag; noter; aet da Anaon e Kallag an 20 Gwengolo 1814.
- Jozef-Laorañs Even, ganet e Botmael an 10 Eost 1765; noter e Kallag; pen ar Chouanted. Bet arzhet, dibrizhoniet eo gant ar Chouanted diouzh prizon Sant-Brieg ar 27 Here 1799. Bet mesket en irienn Kadoudal, didamallet eo an 10 Mezheven 1804; maer Kallag da vare ar Renevezidigezh, a ya da Anaon e Kallag ar In C'hwevrer 1828.
- Yann-Vari ar Graet a Kerouvrion, bet ganet e Kallag ar 4 Here 1768; kannad evit arondisamant Montroulez, 7 Ebrel 1823. Addilennet an 23 Mezheven 1830, e nac'has touelliñ da Loeiz-Fulup, hag en em ziskargas an 30 Eost 1830 Aet eo da Anaon e Montroulez an 12 C'hwevrer 1849.
- Gwilherm-Yann-Jozef a Geranflec'h, anvet Jupiter; mab da Pêr-Aleksandre; bet ganet er Wern, e Botmael an 9 Genver 1777. Letanant-koronal luioù katolik ha roueel Breizh eus 1797 da 1800; maer Pestivien (= Bulad).
- ar pevar breur Kermen (daou bet lazhet e 1914-1918, daou bet lazhet e 1940-1945.
- Gwilherm Kazoulat (da zont)
- Edmond Rébillé, medesin, skrivagner
Hengoun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Loened[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Naous : ur marc'h kalloc'h frouezhus brudet. Savet ez eus bet un delwenn en arem anezhañ, hervez gwir mentoù, gant ar c'hizeller Guyot, da gentañ e-kichen ti-kezeg, bremañ war blasenn an ti-kêr.
Mirdi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mirdi "Ti ar c'hi-spagnol".
Lervlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Centre généalogique et historique du Poher. Kaier ar Poher. n° 68. Meurzh 2019
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
- Ar votez-koad e-barzh ar c'hodell, eñvorioù, EHPAD Kallag, 2009.
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes-d'Armor et Ille-et-Vilaine, 2008.
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ [1]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Régis de Saint-Jouan, Dictionnaire des communes, département des Côtes-d'Armor, éléments d'histoire et d'archéologie, Conseil général des Côtes-d'Armor, 1990, p.134.
- ↑ Yvon Garlan ha Claude Nières, Les Révoltes bretonnes de 1675 - papier timbré et bonnets rouges, Éditions Sociales, Pariz, 1975 (e galleg), pajenn 113
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg)
- ↑ Lun 29 Gwengolo 1794 / Merc'her 23 Gwengolo 1795
- ↑ 7,0 ha7,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Mémorial GenWeb
- ↑ Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajenn 269, Dastumadenn Guerre et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936