Emgann Rossignol
| Emgann Rossignol | |||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
| Tamm eus Brezel-bed Kentañ | |||||||
| |||||||
| Emgannerien | |||||||
| Pennoù-brezel | |||||||
| Generalleutnant Richard von Webern Generalleutnant Martin Chales de Baulieu | Jeneral Léon Raffenel † Jeneral Charles Montignault | ||||||
| Unvezioù | |||||||
| 11vet rannarme troadegiezh 12vet rannarme troadegiezh | 2l rannarme troadegiezh trevadennel 3de rannarme troadegiezh trevadennel | ||||||
| Niver a emgannerien | |||||||
| 32.000 | 16.000 | ||||||
| Kolloù | |||||||
| 3.500 soudard (etre 800 ha 1.000 anezho lazhet) | 11.900 soudard (7.000 anezho lazhet) | ||||||
Emgann Rossignol a dremenas e Belgia d'an 22 a viz Eost 1914, e kumun Rossignol (hiriv staget ouzh Tintigny), e Gaume (kreisteiz ar vro). Un darn eus Emgann an Harzoù e deroù ar Brezel-bed kentañ e voe, etre an arme alaman en un tu hag an arme c'hall en tu all, Bretoned en o zouez.
Da enebiñ ouzh aloubidigezh Belgia gant an Alamaned en doa roet ar jeneral Joseph Joffre an urzh da dagañ kreiz an arme alaman.
Graet e voe an dagadenn gant ar Pevare Arme c'hall, anezhi ur rejimant trevadennel eus Indez-Sina hag ur rannarme all.
Unvezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gant an Alamaned:
- an 38vet hag ar 51vet Rejimant Troadegiezh.
- Gant ar C'hallaoued :
- an 3e rannarme a droadeien drevadennel (jeneral Léon Raffenel), ha war an diwezhad an 2l rannarme a droadeien drevadennel (jeneral Leblois), div rannarme eus an armead drevadennel (jeneral Lefèvre); hervez an dihelloù gall avat ne vije ket bet a soudarded indesinat en armeoù-se;
- ar 4e armead c'hall (jeneral de Langle de Cary).
An emgann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Soudarded war-droad an 3de rannarme troadegiezh trevadennel, dindan urzhioù Léon Raffenel, ac'h eas d'an enebour goude urzhioù Joffre, hag en em gavas dirak marc'heien alaman en hanternoz da Rossignol. A-benn ur pennad edont dirak difenn kreñv an Alamaned.
Treiñ foll a reas ar jeneral Raffenel ha lazhet e voe, evel 7 000 soudard all, en o zouez Ernest Psichari, mab-bihan da Ernest Renan.
Disoc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un trec'h meur e voe d'al lu alaman, riñset e voe an nerzhioù gall gant 11 388 koll (lazhet, gloazet pe steuziet), pa ne gollas an Alamaned nemet etre 3 473 ha 3 984 soudard.
Kalonek e oa bet an unvezioù gall ha lod anezho bet kollet 70% eus o soudarded. Lazhet e voe ar jeneral Léon Raffenel hag ar penn-brigadenn Charles Rondony, ha prizoniet e voe ar penn-brigadenn all Charles Montignault. Darn eus ar brizonidi paket gant an Alamaned a oa gloazet. Peurzistrujet e voe an Trede Rannarme Troadegiezh Trevadennel gant 10 520 den lazhet, gloazet pe aet da goll ; 868 all eus an Eil Rannarme Troadegiezh Trevadennel a voe lazhet pe c'hloazet.
Torfedoù brezel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Embann a reas an Alamaned e oa bet bet tennet warno gant tud disoudard e Tintigny ha Rossignol, ma voe lazhet 63 den eus ar vro goude an emgann, ha 122 all goude, pa voent kondaonet gant ul lez-varn ofiserien alaman. Distrujet e voe 183 ti.
Tro-dro d'an emgann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar rejimantoù trevadennel a oa savet an darn anezho gant Bretoned ha tud eus Provañs[1],[2].
Skrivañ a ra an Tregeriad Jarl Priel e klevas e Brest e oa bet distrujet e rejimant kozh. Er bajenn 168 e lenner : Ger ebet ne rannas ar c'hazetennoù eus ar gwall-daol-se, ha den ne glevas komz eus Rossignol.
Deizioù war-lerc'h
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bodet e voe o 5000 prizoniad gant an Alamaned, da noz an emgann end-eeun hag ivez en deiz war-lerc'h, en norzh da Rossignol, en ul lec'h hag a zo bet anvet « Camp de la Misère » goude, betek ar 25 a viz Eost pa voent kaset da Alamagn. An dud disoudard a voe implijet da zouarañ korfoù an dud hag ar c'hezeg marv e fozioù boutin. En 1917 e voe bodet ar fozioù war-goust ar c'humunioù e teir bered ha ne chom nemet div anezho ken[3][4].
Kenderc'hel a reas kiladenn ar IVvet rannarme c'hall en deiz war-lerc'h.
Monumantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un aoter zo bet savet da Ernest Psichari e Rossignol, diwar intrudu ar barzh Thomas Braun ha Henri Massis. Klasket ez eus bet lakaat Psichari, soudard a vicher, da haroz broadel gall.
-
Bez Ernest Psichari e bered Rossignol. (Luc'hskeudenn graet etre 1918 ha 1919).
-
Maen-koun da Ernest Psichari war lez an hent da Rossignol.
-
Maen-koun e-lec'h ma varvas Ernest Psichari e Rossignol.
Bretoned zo a zo bet merket o anv ouzh monumantoù o farrez c'henidik, da skwer:
- e Ploeneg, François Moullec, ganet e 1894 .
- e Marzhinieg-Houarnruz, Pierre Marie Auguste Geslin.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) M. DENOLLE, La Grande Guerre vécue - racontée - illustrée par les combattants, tome premier - pp. 61-65, Librairie Aristide Quillet, Pariz, 1922
- (fr) ROSSIGNOL, 22 août 1914, in Journal du commandant Jean MOREAU, chef d'état-major de la 3e division coloniale, Jean-Louis Philippart hag Eric Labayle, Anovi, 2002[5]
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Rossignol, Cimetière du Plateau, 1914-18.be
- (fr) Le 2ème Régiment d’Infanterie Coloniale, Horizons 14-18
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Yveline Le Grand, La bataille des frontières, 22 août 1914, Quéménéven 14-18, 02/02/2014 (lennet d'ar 17/01/2025)
- ↑ (fr) Stéphanie Trouillard, 22 août 1914 : le jour le plus meurtrier de l'histoire de France, France 24, 22/08/2014
- ↑ Horizon 14-18..
- ↑ (fr) Rossignol, Cimetière du Plateau, 1914-18.be
- ↑ (fr) Lec'hienn Rossignol