Joseph Joffre

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Joseph Joffre a-raok 1918.

Joseph Joffre a oa un ofiser gall e-pad ar C'hentañ Brezel-bed, ganet d'an 12 a viz Genver 1852 e Rivesaltes (Pyrénées-Orientales) hag aet da Anaon d'an 3 a viz Genver 1931 e Paris (7vet arondisamant).

Kroget e oa e hent soudard en trevadennoù (Tonkin, Soudan gall ha Madagaskar. Lakaet e voe e penn an État-Major général de l'Armée e 1911, rak arbennikaet e oa war an dezougen dre dren. E 1914, en ur vezañ penn al luioù, e lakaas da dalvezout steuñv an engalvadeg ha kreizenniñ (ar steuñv XVII). Goude-se e tifennas mennad an « argadenn divuzul », hag a oa kenteliet er Skol vrezel, hag a gousto kalz kolloù d'an droadegiezh, dreist-holl e-pad mare emgann an harzoù. Goude-se e voe diazez en trec'h evit al luioù gall e-pad Emgann ar Marne.

Ur wech talet gant brezel ar fozioù-difenn war an Talbenn kornôg, e holl argadennoù goañv 1914-1915 (e Champagne), nevezamzer 1915 (en Artois), diskar-amzer 1915 (hag un-dro en Artois ha Champagne) hag hañv 1916 (er Somme) a vo kolloù drastus. E fin 1916 e voe lakaet da maréchal de France hag erlec'hiet gant ar jeneral Nivelle. E miz Ebrel 1917, ez eo gant Viviani e penn ar bodad c'hall kaset d'ar Stadoù-Unanet Amerika evit bountañ war ar prezidant Wilson evit ma vefe savet ha kaset al lu stadunanat war an talbenn. E 1918 e voe dilennet en Académie française.

Burutellet kreñv e vez anezhañ evit e roll e-pad ar C'hentañ Brezel-bed.

Buruteladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus un tu e oa azeulet evel unan eus trec'herien ar C'hentañ Brezel-bed, eus un tu all e oa dispriziet gant ar soudarded hag ar jeneraled gall abalamour d'an argadennoù gwadus a lazhas milieroù a soudarded en aner.