Académie française

Eus Wikipedia
An Institut de France e lec'h m'emañ an Académie Française

An Académie française, pe Akademiezh c'hall, pe Akademiezh Bro-C'hall, zo un ensavadur gall krouet gant Armand de Richelieu e 1635, dindan renad ar roue gall Loeiz XIII. Daou-ugent ezel zo enni, pep hini dilennet gant an izili all.

He c'hargoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Karget eo an Académie Française :

  • da « ziwall ar galleg », lavarout a ra an akademiourien petra zo reizh er yezh ha petra n'eo ket hervezo
  • da sevel ur geriadur gallek
  • da arc'hantiñ war-dro tri-ugent priz lennegel gallek bep bloaz. Reiñ a reont arc'hant da gevredigezhioù ha da dud zo ivez.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Statudoù hag aozañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ober a reont an Immortels anezho o-unan, pe c'hoazh Les Sages. E-touez ar re-mañ e kaver Jean d'Ormesson, Hélène Carrère d'Encausse, Valéry Giscard d'Estaing, Érik Orsenna, Max Gallo, Jean Dutourd ha Michel Mohrt.

Mennozhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lod a lâr eo an Académie Française un benveg galloud politikel. Int o-unan en em ginnig evel-se. Skeudenn an ensavadur er gevredigezh c'hall zo etre daou, kozh met doujañs zo c'hoazh outo memestra.

  • E 1950 e oa bet skrivet e-barzh Le Figaro, gant ar romantour Georges Duhamel, Sekretour an Akademiezh, e oa kelenn ar yezhoù rannvro un dañjer evit unaniezh Bro-C'hall.
  • E 2008 eo bet embannet gant an Académie Française e save a-enep skrivañ e mellad kentañ ar vonreizh c'hall emañ ar yezhoù "rannvroel" e-barzh glad Bro-C'hall, ablamour, emezi, m'emañ ar mellad kentañ a-raok an eil mellad.

Liammoù diabarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sellit ouzh ar pennadoù :

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]