Valéry Giscard d'Estaing

Eus Wikipedia
Valéry Giscard d'Estaing e 2015

Valéry René Marie Georges Giscard d'Estaing (ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1926 e Koblenz en Alamagn ha marvet d'an 2 a viz Kerzu 2020 en Authon e Bro-C'hall), a oa ur politikour gall, ha trede Prezidant ar Pempvet Republik C'hall, adalek ar 27 a viz Mae 1974 betek an 21 a viz Mae 1981. Aet eo da Anaon gant ar C'hovid-19, oadet e oa a 94 vloaz.