Pempvet Republik c'hall
Neuz
(Adkaset eus Pempvet Republik C'hall)
Pempvet Republik c'hall
Deiziad krouiñ | 4 Her 1958 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Cinquième République |
Kan broadel | La Marseillaise |
Stad | Frañs |
Kêr-benn | Pariz |
Daveennoù douaroniel | 48°49′0″N 2°29′0″E |
Renad politikel | semi-presidential system |
Office held by head of state | Prezidant ar Republik C'hall |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | Kentañ Ministr |
Korf lezenniñ | Parlamant gall |
Erlec'hiañ a ra | Pevare Republik c'hall |
Ar Pempvet Republik eo ar renad republikan o ren e Bro-C'hall abaoe ar 5 a viz Here 1958, hervez Bonreizh 1958. Kemeret he deus lec’h ar Pevare Republik a oa bet savet e 1946.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Krouidigezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Roll prezidanted ar Vvet republik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- René Coty, diwezhañ prezidant ar IV Republik e oa bet ha ne echuas e garg nemet d’an 8 a viz Genver 1959.
- 1. Charles de Gaulle : 8 a viz Genver 1959 – 28 a viz Ebrel 1969, kentañ prezidant dilennet dindan ar Vvet Republik, dre vouezhiadeg hollek dizeeun (strollad dilennerien vras), ha goude e 1962 dre vouezhiadeg hollek eeun hag addilennet e 1965.
- Alain Poher : 28 a viz Ebrel betek 20 a viz Mezheven 1969 (e karg da c’hortoz)
- 2. Georges Pompidou : 1969-1974 (tremenet e-pad e brezidantelezh)
- Alain Poher : 2 a viz Ebrel betek 24 a viz Mae 1974 (e karg da c’hortoz)
- 3. Valéry Giscard d'Estaing : eus ar 27 a viz Mae 1974 d'an 21 a viz Mae 1981
- 4. François Mitterrand : 1981-1995
- 5. Jacques Chirac : 1995-2007
- 6. Nicolas Sarkozy : 2007-2012
- 7. François Hollande : 2012-2017
- 8. Emmanuel Macron : 2017-2022
- 9. Emmanuel Macron : 2022-bremañ
Hiziv an deiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ensavadurioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar galloud lezennel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar galloud seveniñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Boujedenn ar brezidantelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da-heul an adreizhadennoù a sell ouzh boujedenn ar stad, lakaet eo bet paeañ gant boujedennn mont en-dro an Élysée kredoù na oant ket en e zamani a-raok. Ar memes pennaenn a ren hag evit boujedennoù ar strollegezhioù lec'hel gant an digreizennañ. Bez e oa eus an dispignoù a-raok met treuzkas a ra ar stad anezhe gant peadra da dalañ oute. Degouezhet eo ar c'hemoù meneget dindan prezidantelezh Jacques Chirac.
Bloavezh | Prezidant | Sammad (milionoù euro) |
---|---|---|
1969 | Georges Pompidou | 2,35 |
1974 | Valéry Giscard d'Estaing | 2,53 |
1981 | François Mitterrand | 3,03 |
1994 | François Mitterrand | 3,31 |
1997 | Jacques Chirac | 7,78 |
1998 | Jacques Chirac | 13,73 |
2001 | Jacques Chirac | 21,2 |
2003 | Jacques Chirac | 32 |
2005 | Jacques Chirac | 31,9 |
Mammenn : Quid 2005 |
Ar galloud barn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Strolladoù politikel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Sellet ivez ouzh ar rummad Strolladoù politikel Frañs
Bro-C'hall zo ur vro e lec'h ma'z eus meur a strollad aotreet. Ar re bennañ zo :
- Stourm Micherour : anv an Unvaniezh komunour etrebroadel (UCI). Diwanet eo an UCCI diwar ur rann eus ar IV etrebroadel c’hoarvezet e 1939. Ur strollad trotskour eo eta. Arlette Laguiller, e zanvez-prezidantez he deus bet 1,34% eus ar mouezhioù en dilennadegoù diwezhañ evit ar brezidantelezh.
- Kevredad Komunour Dispac'helour (LCR) : strollad trotskour ezel eus ar IV etrebroadel. Skarzhet eo bet e izili eus ar PCF e 1966. e zanvez-prezidant, Olivier Besancenot, en deus bet 4,08% eus ar mouezhioù en dilennadegoù diwezhañ evit ar brezidantelezh.
- Strollad al labourerien (PT) : rannadenn drotskour eus 1952 zo ezel eus ar IVetrebroadel. e zanvez-prezidant e 2007, Gérard Schivardi, en deus bet 0,34% eus ar mouezhioù en dilennadegoù diwezhañ evit ar brezidantelezh.
- Strollad Sokialour Gall : hêr an SFIO eo. Savet eo bet er stad m’emañ gant François Mitterrand. E sekretour kentañ zo François Hollande. E zanvez-prezidantez e 2007 a oa Segolen Royal. Houmañ he deus bet 25,87% eus ar mouezhioù, ha degouezhet eo e-giz-se en eil renk goude danvez-prezidant UMP Nicolas Sarkozy. Mont a reas d’an eil tro hag e voe koll gant 46,94% eus ar mouezhioù.
- Luskad Republikan ha Keodedour renet gant Jean-Pierre Chevènement
- Ar Re C'hlas : strollad ekologour a-gleiz. E zanvez-prezidantez eus 2007 a oa Dominique Voynet, he deus bet 1,57% er c’hentañ tro.
- Strollad Radikal an Tu-kleiz : diwanet eo ar strollad-mañ diwar rannadur, e 1971, ar Strollad radikal-sokialour a oa strollad Georges Clemenceau (prezidant ar c’huzul e-pad ar Brezel bed kentañ). Ar strollad-se a oa ar c’hentañ hini da ginnig da zilennadegoù 2002 un danvez-prezidantez a orin eus Gwiana, Christiane Taubira.
- Strollad Komunour Gall : goude bezañ bet e barr e vrud goude an Eil brezel bed ez eo koazhet niver e zilennerien abaoe 1981. E zanvez-prezidantez e kentañ tro an dilennadegoù e 2007, Marie-George Buffet he deus bet 1,93% eus ar mouezhioù.
- An UDF : krouet gant Valéry Giscard d'Estaing, ez eo renet ar strollad-se gant François Bayrou hiziv. Hemañ en deus bet 18,57% e kentañ tro an dilennadegoù e 2007. Dont a rea da vezañ ar MoDem e fin devezh eil tro an dilennadegoù prezidantel e 2007.
- Luskad Demokratour (pe MoDem) : krouet gant François Bayrou da-heul dilennadegoù 2007
- Ar C’hreiz nevez : krouet gant izili eus UDF zo e tu-gounid ar prezidant, goude krouidigezh al Luskad Demokratour.
- Unvaniezh evit ul Luskad Poblel : krouet gant Jacques Chirac goude bezañ bet addilennet e 2002 diwar an RPR, a oa e-unan hêr an UNR savet gant ar Jeneral de Gaulle, Ar strollad-se, awenet gant mennozhioù de Gaulle a zifenn mennozhioù frankizour. Nicolas Sarkozy eo e brezidant. Hemañ zo deuet da vezañ prezidant ar Republik abaoe ar 16 a viz Mae 2007 goude bezañ bet gounezet an dro gentañ eus an dilennadegoù (31,18% eus ar mouezhioù) hag an eil (53,06% eus ar mouezhioù) e 2007 a-enep danvez-prezidantez ar Strollad Sokialour Gall Segolen Royal.
- Strollad Radikal valoisien : ar c’hoshañ strollad politikel gall, krouet e 1901, renet a-gevret gant André Rossinot ha Jean-Louis Borloo. Ur strollad gant mennozhioù republikan, lik ha sokial, kevredet gant UMP eo ha fellout a ra dezhañ bezañ e du sokial.
- CPNT zo ur strollad a zifenn an aferioù a denn d’ar vuhez war ar maez, ar chase, al labour-douar, ar pesketaerezh. Krouet e 1989 ez eo renet gant Jean Saint-Josse (Danvez-prezidant e 2002 en doa bet 4,25% eus ar mouezhioù). E zanvez-prezidant e 2007, Frédéric Nihous, en deus gounezet 1,15% eus ar mouezhioù
- Talbenn broadel : strollad eus an tu-dehou pellañ renet gant Jean-Marie Le Pen, en deus bet 10,44% eus ar mouezhioù e kentañ tro an dilennadegoù e 2007.
- MNR : strollad eus an tu-dehou pellañ, rannadur diwar an hini kent, renet gant Bruno Mégret.
- Luskad Evit Frañs : strollad riegezhour, renet gant Philippe de Villiers, en deus bet 2,23% eus ar mouezhioù e kentañ tro dilennadegoù 2007
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Le droit constitutionnel de la V République / Michel Lascombe - Paris : L'Harmattan, 2006 [1]
- L'idée de République et la jurisprudence du Conseil constitutionnel / Frédéric Monera - Paris : L.G.D.J., 2004 [2]-[3];
- Documents pour servir à l'histoire de l'élaboration de la constitution du 4 octobre 1958 / 4 Tomes / Comité national chargé de la publication des travaux préparatoires des institutions de la V République, Dir. Didier Maus - La Documentation Française, Paris. Sur le site de la Documentation Française
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Disklêriadennn gwirioù Mab-Den hag ar c'heodedour hag ar rakprezeg da Vonreizh ar Pevare Republik o deus un dalvoudegezh bonreizhel er Pempvet Republik.
- https://web.archive.org/web/20090116090709/http://www.legifrance.gouv.fr/html/constitution/constitution.htm
- https://web.archive.org/web/20080611090924/http://www.conseil-constitutionnel.fr/textes/c1958web.htm
- Lec'hienn Michel Lascombe
- Holl dilennadegoù ar Vvet Republik Ina Archives Télé
- Poltred ha diverradenn buhez ar brezidanted war lec'hienn ofisiel ar brezidantelezh
- Agit-Log Un heuliad rendaeloù diwar bonreizh ar Pempvet Republik.