Mont d’an endalc’had

Philippe de Villiers

Eus Wikipedia

Philippe de Villiers, ganet e 1949 e Boulogne (Vendée), zo ur politikour gall. Savet en deus arvest ar Puy du Fou. Etre 1986 ha 1987 e oa sekretour-stad e ministrerezh ar sevenadur en eil gouarnamant Chirac. Goude e voe prezidant kuzul-departamant Vendée ha kannad european. Sevel a reas ur strollad politikel, ar Mouvement pour la France (MPF), souverenour, hag en em ginnig da vont da brezidant ar Republik c'hall e 1995 hag adarre e 2007.

Savet en deus meur a levr da zisplegañ e vennozhioù politikel diwar-benn gwrizioù kristen Bro-C'hall ha kresk ar vuzulmanegezh.