Gérard Schivardi

Eus Wikipedia
Gérard Schivardi

Gérard Attila Schivardi a zo bet ganet d'ar 17 a viz Ebrel 1950 e Narbona.

Broadelour ha politikour gall eo. War ar renk edo da vont da brezidant ar Republik c'hall e 2007, kinniget gant ar strollad trotskour Parti des Travailleurs. En e brogram e oa tennañ Bro-C'hall er-maez eus Kumuniezh Europa.

Diwar an 12 danvez-prezidant eo eñ a dapas an nebeutañ a vouezhioù (0,34%). E dilennadeg 2017 en doa roet harp da Jean Lassalle[1]

  1. https://www.lindependant.fr/2017/01/20/narbonne-gerard-schivardi-va-parrainer-jean-lassalle-pour-la-presidentielle,2287270.php