Unvaniezh evit ul Luskad Poblel
Unvaniezh evit ul Luskad Poblel | |
---|---|
Anv ofisiel ar strollad | Union pour un mouvement populaire |
Prezidant | Xavier Bertrand (Pennsekretour) |
Krouidigezh | 2002 |
Sez e Breizh | ∅ |
Ar strollad e Breizh | |
Aozadur rannvroel | ∅ |
Mouezh-aotreet | ∅ |
Lec'hiennoù internet | UMP56
|
Prezidant ar strollad | |
e Kuzul Rannvroel Breizh | Dominique de Legge |
er Sened | Josselin de Rohan |
er Vodadenn Vroadel | Bernard Accoyer |
e Parlamant Europa | {{{Parlamant Europa}}} |
Ideologiezh | Mirour, Gaolour, Frankizour |
Kenvreuriadur europat | {{{europat}}} |
Kenvreuriadur etrebroadel | {{{etrebroadel}}} |
Livioù* | glas, ruz |
Lec'hienn internet | www.ump-bretagne.org |
gwelet ivez Politikerezh Breizh |
An unvaniezh evit ul luskad poblel pe (UMP)[1] zo ur strollad politikel gall, a oa anvet "Unvaniezh evit muiañ-niver ar prezidant" (Union pour la majorité présidentielle) pa oa krouet a-benn harpañ koulzad ar prezidant Jacques Chirac evit bezañ dilennet un eil gwezh e 2002. Ezel eo eus ar strollad poblek europat, hag eus an Unvaniezh demokratel etrebroadel, a vod strolladoù politikel kreizennour eu an tu dehou er bed a-bezh.
Bodañ a ra an RPR ha Démocratie libérale. War-dro an div drederenn eus dilennidi an UDF o deus lakaet o anv en UMP pa oa krouet. Ur bodad eus an nerzhioù gaolist, frankizour ha kreizennour eu an tu dehoù eo eta. Disklêriañ a ra an UMP ez eo ar c'hentañ strollad politikel eus Bro-C'hall dre niver e izili (338 554 d'ar 17/04/07)[2].
E miz Mae 2015 e teu da vezañ Les Républicains ("ar Republikaned") an anv.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]