Mont d’an endalc’had

Adsav

Eus Wikipedia
Adsav
Degemenner Ronan Le Gall
Krouidigezh 2000
Sez 29 Straed Ar Gouëdic
22000 Sant Brieg
Kazetenn War Raok !
Teñzorer Éric Launay
Sekretour Éric Alhinc
Ideologiezh Broadelouriezh
Dizalc'hiezh
Faskouriezh
Kenvreuriadur Gall
Europat
Etrebroadel
Livioù Gwenn
Du
Goularz
Internet blog.adsav.org

Adsav a zo bet ur strollad politikel broadelour, oberiant etre 2000 ha 2016, hag a embanne war e lec'hienn Internet bezañ « Strollad dizalc'hiezh Breizh » ha labourat evit « krouidigezh ur Stad dizalc'h breizhat »[1].

Krouet oa bet e 2000 gant Padrig Montauzier evel un disrann eus POBL, gant nebeud a stourmerien en deroù-holl, betek tizhout un nebeud kantadoù evelato en e vloavezhioù gwellañ. E 2008 o doa kemeret perzh evit ar wech kentañ en dilennadegoù kanton aozet gant ar stad c'hall, e Sant-Maloù da skouer.

Hervez ar Strollad e-unan e oa Adsav ur strollad hag a stourme evit gwirioù pobl Breizh en ur nac'hañ an diforc'h politikel tu-kleiz/tu-dehoù. Evit tud all, avat (peurliesañ tud na oant ket a-du gant ar strollad-se) e oa da renkañ e-touez strolladoù an tu-dehoù pellañ daoust ma veze nac'het ar renkadur-se gant ar strollad e-unan[2].

Al lodenn vrasañ eus e obererezh a zo pegañ skritelloù war vord an hentoù, gant luganoù evel « Moskeenn ebet e Breizh », « Breizhad mestr er gêr », « Tamm dramm ebet e Breizh », « Evit ur Republik breizhat unvan ha dizisrannus », « Breizh da gentañ», « Breizh d'ar Vretoned » hag all, pezh a dalveze reizhabegadur o renkadur en tu-dehoù-pellañ[2].

Kealioù ha mennozhioù Adsav a veze hag a vez bepred embannet er gelaouenn War Raok !.

Mui pe vui e vere ar gevredigezh Unvaniezh Koad Kev abaoe ar bloavezhioù 2000.

Meur a strollad rannvroelour a zo bet levezonet gant Adsav evel ar Mouvement Régionaliste Breton pe c'hoazh Breizh Yaouank.

Liammoù a oa etre Adsav ha strolladoù all eus an tu-dehou pellañ dre Europa, da skouer gant Voorpost e Flandrez, pe Strollad ar Bobl Danat e Danmark.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Présentation d'Adsav (PPB)
  2. 2,0 ha2,1 Gwelout ar bajenn Kaozeal.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Strolladoù politikel e Breizh
Dileuridi e Parlamant Europa (3 diwar 732):

Strollad Sokialour (PS) (SSE, 2) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (SPE, 1)

Dileuridi e Kambr ar gannaded (36 diwar 577) :

Strollad Sokialour (PS) (19) · Ar Re C'hlas (1) · MoDem (1) · Kreiz Nevez (NC) (1) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (14)

Dileuridi er Sened (18 diwar 331):

Strollad Komunour Gall (PCF) (1) · Luskad Republikan ha Keodedour (MRC) (1) · Strollad Sokialour (PS) (6) · Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall (UDF) (3) | Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (7)

Dileuridi e Kuzul Rannvroel Breizh (83):

Strollad Komunour Gall (PCF) (4) · Rannvroelourien (3) · Strollad Sokialour (PS) ha tud nes (33 + 10) · PRG (3) · Les Républicains (LR) (12) · Kreiz (UDI, MoDem) (6) · Rassemblement National (12)

Dileuridi breizhat e Kuzul Rannvroel Broioù al Liger (35 diwar 93)

Europe Écologie (Ar Re C'hlas (4) · Strollad Sokialour (PS) (6+2) · Les Républicains (LR) (10+2) · Kreiz (UDI, MoDem) (7) · Rassemblement National (4)

Dileuridi er c'huzulioù meur breizhat (258):

Strollad Komunour Gall (PCF) (8) · Strollad Sokialour (PS) (121) · Strollad Radikal an Tu-kleiz (PRG) (3) · A-bep seurt, tu-kleiz (21) · Unvaniezh evit an Demokratelezh C'hall (UDF) (21) · Unvaniezh evit ul Luskad Poblel (UMP) (37) · A-bep seurt, tu-dehou (43) · Hep liv politikel (5)

Strolladoù broadelour breizhat:

CBIL · Emgann · Unvaniezh Demokratel Breizh (UDB) · Frankiz Breizh (steuziet) · Breizh Europa · Strollad Breizh · POBL · Adsav

Strolladoù bihan all a vez kavet e Breizh:

Anarkour : Kevredad Anarkour (FA) · Alternativenn diveliour (AL) · Tu-kleiz pellañ : Kevredad Komunour Dispac'helour (LCR) · Stourm Micherour (LO) · Strollad al Labourerien (PT) · Ekologour : Cap 21 · Luskad ekologour dizalc'h (MEI) · Remziad ekologiezh · An Alternatived · Tu-dehou pellañ : Luskad Evit Frañs (MPF) · A bep seurt : Le Mouvement de la ruralité