Voorpost
Voorpost (distagadur) ("Rakpost" e brezhoneg) a zo ur strollad broadelour flandrezat bet krouet e 1976. Goulenn a ra ar Voorpost ma vo unanet an douaroù izelvroek en ur vro anvet Diestland, pe c'hoazh Groot-Nederland (Izelvroioù bras e brezhoneg), da lavarout eo e fell dezhañ unaniñ an Izelvroioù, Flandrez velgiat, Flandrez c'hall ha Suafrika. Bev-mat eo ar strollad e Flandrez velgiat ma'z eo bet krouet met ivez en Izelvroioù hag en Afrika ar Su un tammig e-touez ar boblañs afrikaner.
Gant Voorpost e vez graet manifestadegoù war meur a dachenn : a-enep an islam hag ar moskeennoù, a-enep ar strolladoù eus an tu-kleiz, a-enep ar drammoù... Ar pep brasañ eus obererezhioù ar Voorpost a c'hoarvez e kêrioù Flandrez velgiat hag alies war an harzoù gant Wallonia, hag ivez tro-dro da Vrusel, ma vez komzet galleg alies daoust d'ar c'hêrioù-se bezañ e Flandrez. Enebet-krenn eo ar Voorpost ouzh ar galleg. E penn ar strollad emañ Luc Vermeulen, a zo ezel eus ar gostezenn Vlaams Belang war un dro. Ar strollad-se a zo heñvel e pep keñver ouzh ar Voorpost nemet en doareoù da ober. Ar Vlaams Belang a ra politikerezh da vat ha klask gounit ar galloud er vuhez politikel pa ziskouez ar Voorpost ur vezañs war an dachenn kentoc'h, alese e anv a "rakpost". Servijout a ra ivez ar Voorpost da servij urzh e-pad prezegennoù hag emvodoù bras ar Vlaams Belang.
A-raok krouidigezh ar Voorpost e oa ur strollad all e Flandrez, ken dizalc'hour hag izelvroeger, anvet Vlaamse Militanten Orde ("Urzh ar Stourmerien Flandrezat" e brezhoneg). Ar strollad-se a oa bet savet e 1949 ha difennet e oa bet gant al lezenn velgiat e 1983 abalamour d'e feulster ha d'e venozioù politikel. Izili nevezfaskourien a oa ennañ hag a oa bet liammet, a bell pe a dost, ouzh kenlabourerien an Trede Reich alaman e-pad an Eil Brezel-bed ; e-se e vezer kustum da varn ar Voorpost evel ur strollad eus an tu-dehoù pellañ.
En emvodoù brasañ e weler betek 3 000 a dud, izili pe mignoned d'ar strollad, ar pezh a ziskouez un diazez brazik a-walc'h evit ur strollad broadelour en ur vro evel Flandrez hag a zo un tamm brasoc'h eget Breizh-Izel. Pa aozont manifestadegoù, pe dibunadegoù gant o bannieloù flandrezat ha banniel an Izelvroioù bras, gwelet e vez peurliesañ etre 300 ha 1 000 den o vale. Trouz a reont, sevel a ra kroz a-wechoù a-enep dezho a-berzh ar boblañs hec'h-unan, dreist-holl ar c'hallegerien. Luganoù o deus evel "Marv Belgia!" pe "Razhed c'hallek er-maez!".
Ouzhpenn bezañ brogarour ha dizalc'hour, sevel a ra ar strollad a-enep an enbroerezh koulz hag a-enep an islam e Flandrez hag en Europa. Liammoù o deus gant emsavioù all en Europa hag a zo a-du gant ar menozioù-se, dreist-holl er broadoù distad ma kaver disrannerien eus an tu-dehoù pellañ. Liammoù o deus gant ar strollad Adsav e Breizh, da skouer, pe gant re yaouank an National-Demokratische Partei Deutschlands. E Bro-C'hall, strolladoù bihan a zo liammet ouzh ar Voorpost (Bloc Identitaire), met ur strollad bras evel ar Front National ne deurvez ket mont e darempred ganto pa gav dezho eo re vihan. An FN a zo e darempred gant ar Vlaams Belang avat.
Liammoù diavez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (nl) Lec'hienn internet ar strollad Voorpost (Izelvroeg eo gant un nebeud pennadoù e saozneg).