Dramm

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Un dramm zo un danvez tennet eus loened pe eus plant pe genaozet, a vez mezv pe divemoret an den kerkent pe peuzgoude bezañ e lakaet en e gorf e doare pe zoare.

Azonoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel ar boeson e c'hoari gant ar sistem nervennek kreizennel hag e laka an den da vezañ dizalc'het en e spered. Ar skiantoù a zegouezh diwezhat a-walc'h e diorroadur an den eo a vez tizhet pergen : ar soñjal difetis, ar fed d’en em soñjal ha soñj al lavar. Tognet eo an den penn-kil-ha-troad ha kemm-digemm e vez an imor muioc'h-mui. Drammoù hag a vez fardet diwar kaktegened, evel ar ar meskalin, pe an drammoù kenaozet a-seurt gant an LSD, a laka spisadenn ar merzadennoù-santout da greskiñ, ha diwanañ a ra eus kreizik-kreiz ar c'horf un nerzh a chom dalc'hmat en diveiz.

An den a ziskouez bout evit dont en-dro d’e "stad natur" ha lemel nask ar sevenadurezh diwarnañ. Ha pa zeu an den da zivoemañ ez a a-ziwar-se ar "boan vlev" d'ober e reuz. Met kregiñ a ra en den ober seurt maritell, poan-benn ivez, ha fallik e teu da vezañ war-lerc'h. Kerse a vez stag ennañ ha ret e vez dezhañ butuniñ pe lonkañ dramm en-dro evit dienkrezañ; dre-se en em zramm muioc'h-mui anez e teuio da vlinañ. Ur boazadur war-gresk bepred a c'hoari gant ar vetabolegezh. Pa vez an den var yun a zramm, peuzgoude bezañ dihanet da lonkañ pe da vutuniñ, e teu morboan dezhañ en un taol. Bezañ dindan dalc'h an dramm zo dougen d'ur c'hleñved retolz ha grevus. Evit mont war-dro an dud tapet gant an dramm ec'h eo ret o lakaat en ospitalioù arbennikaet, met eno zoken eo ral d'an dud klañv treiñ ar rod betek penn.

An drammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Drammoù aotreet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Butun

Aotreet gant al lezennoù c'hall eo an diedoù alkoolek hag ar butun (Nicotiana tabacum).
Gouzout a ouzer ar c'hementadou gwerzhet ; n'eo ket aezet avat gouzout resis doare butuniñ ha doare evañ an dud ; ar pezh a ouzer eo e chom stabil niver ar vutunerien e-tro 40 %, ar merc'hed o kreskiñ o niver, hag ez eo e-tro o 18-24 bloaz emañ ar barr en e uhelañ. Digreskiñ a ra ar sifroù goude tamm-ha-tamm. Gouzout a ouzer ivez ec'h eo bet disteraet ar gwin hag ar bier, d’ar predoù en ur ober ugent vloaz, ha ne vezont ket evet ordinal kement, hogen startoc’h ha war-glask eus mezventi. En em vadaouiñ a glask al lonkerien ober.

Abaoe pemp-dek vloaz emañ an abadenn-mañ o washaat e-touez ar yaouankizoù, hag ez eus deuet kenwerzhourien da lakaet war ar marc’had bieroù kreñvoc’h ha traoù anvet premix, ha marc’had-mat a-walc’h : an hanter eus ar re 11-18 vloaz a ev aliesik hervez enklaskoù.

Pa vez eus kel a zramm ez eo arabat disoñjal an drammoù boaziet e pep lec'h ha ma tenn gwenneien ar Stad diouto, goude ma rank ivez mirout ouzh he sujidi a ober drougimplij anezho. Eno evel e lec'h all ez eus galloudoù (lobbies) evit derc’hel gant an traoù evel m’emaint. Ha diaes eo bet, dre lezennoù eo bet ret mont, evit mirout na vefe graet bruderezh war ar mogerioù, war kement kelaouenn zo, war hobregonoù ar gweturioù-sport, war ar c'hoarierien mell-droad ha kement zo. Ne ouzer ket ken : e 1999 e veze leun an holl ardoù-media gant bruderezh broudus da vutuniñ ha da evañ hag hep ma vije bet lakaet e oant noazus d’ar yec'hed ; mard oa bet bec'h oc'h enebiñ gant ar broduerien e oa dre ma ouient al levezon a zo gant ar bruderezh. Dieubet ar mogerioù, an tachennoù sportva, ar skinwel ha setu ar bruderezh o tont dic'hizet war dirennoù-tan, boestoù-alumetez, kreionoù hag all, T-shirtoù, kasketennoù hag all.

Kement-se ha muioc’h a c'heller lavarout a-fed drammoù e-maez lezenn pe, kentoc’h, difennet gant lezennoù.

Drammoù berzet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Papaver somniferum
Erythroxylum coca
Lophophora williamsii
Cannabis sativa

Abaoe an amzerioù koshañ ma kaver roud eus obererezh mab-den en un endro lakaet ec'h eo bet pouezus ar struj m'en em vage, ma tenne dioutañ e voued, ar plantennoù-se, hag ar foue : ar roz-moc'h-kousket, an deliennoù koka, ar c'hanab indian ha reoù all.
Ar roz-moc'h-kousket (Papaver somniferum) eo ar struzh koshañ ; diwarno e farder an opiom, ar morfin hag an heroin, en Egipt ha Spagn abaoe pevar pe bemp mil bloaz zo.
Nevesoc’h eo hengoun aziat an tier opiom, a veze pourchaset gant kenwerzhourien arab e-tro an VIIIvet kantved.

Koka (Erythroxylum coca) a vez implijet e zeliennoù a-bell zo ivez e broioù andat : Bolivia, Kolombia ha Perou peurgetket. Eno e oa un temz amzer dibar, hag ez eus bepred, hag un hengoun sevenadurel-istorel-kevredigezhel hag ivez evel-just marc'hadoù un armerzh a-bezh diazezet war an dramm-se. An deil koka a dalveze chaoket er genoù hep bout lonket, betek ar bloavezhioù 1850 ma eo bet eztennet diouto ar c'hokain. Lesanvet eo coke pe snow "erc'h" pe gant an anvioù sudamerikan all. E-touez an drammoù gwashañ evit ar yec'hed emañ ar c'hrack-bazenn ; distag ar c'hokain ez eo.

Hengounioù all e meuriadoù diseurt a zo stag outo ar peyotl (Lophophora williamsii)) , kaktuz bihan a denner meskalin dioutañ, implijet abaoe tri mil bloaz gant Mec'hikaned e-kerzh o lidoù chamanek ; ouzh anv an Azteked emañ liammet anv ar psilosib, hag a zo un tog-touseg a gaver e Breizh ivez.
Amanit lazher-kelien (Amanita muscaria)), datura (Datura stramonium), gwrizioù mandragon (Mandragora officinarum), mallc'heot (Hyoscyamus albus, Hyoscyamus niger), benede (Atropa belladonna), hag all e c'heller kavout roudoù eus pleustradegoù relijiel bet er Grennamzer en Europa hag e lec’hioù all.

Ar [[kanab|c'hanab] indian (Cannabis sativa,) eo an dramm naturel a vez implijet ar muiañ hag a-bell e 120 bro ha gant meur a gant milion a dud. E kreiz Azia emañ e orin, ma veze gounezet evit fardañ kerdin ha funioù, sandalennoù, ha paper, hag an hadoù a dalveze da voueta ar chatal.
Marijuana a reer ivez eus ar c'hanab indian ; zamal eo e anv war Enez ar Reünion ; kif ha hachich eo anvioù arabek ar rousin a vez tennet dioutañ.
An dramm e-maez lezenn ar muiañ anavezet ha strewet dre ar bed-holl eo ar c'hanab indian. 90 % eus ar seizh milion a dud a lavar o deus graet un tañva eus dramm pe dramm, a ra anv anezhañ e Bro-C'hall.
Un tamm digresk a oa bet etre mare ar bloavezhioù 1970 ha 90 ; un adlañs zo abaoe deroù ar bloavezhioù 2000, en Europa a-bezh. Bremañ ma'z eo bet boutinaet ar fed butuniñ kanab e anzav aesoc'h ar pratikoù o boazioù ken ez eus bet ur c'hresk bras er sifroù nevez 'zo. Moarvat ez eus ivez ur c'hresk anat ha splann er boazioù, er c'hoantoù, da heul pe a-raok pourvezadurioù brasoc’h : harzoù-bro digor, ar polis nebeutoc'h sellus, kerent ar yaouankizoù nebeutoc'h sellus pe dinerzh pe hep galloud, lezennoù laosk e savadurioù zo, goude ma 'z eus bet savet lezennoù all evit gwareziñ diouzh ar moged ar re na vutunont ket.

Pemp mil bloaz zo eo bet implijet ar rezin evit he c'hoari war an empenn, ha gweredoù war bred mab-den da vout spisoc’h. Butunet e vez an tammoù uhel hag an deil.

Heroinomaned zo etre 150 000 ha 200 000 anezho e Bro-C'hall. Lod anezho zo aet d'ar metadon e-lec'h an heroin. Lod a gemer nebeut ha ral : hag-eñ ez eus diouto ? Dre ar [gwazhienn|gwazhied]] e teu an dramm er c'horf. Kreizennoù zo ezhomm d'o dizoniñ pa garont, d'o heuliañ, hag ouzhpenn talañ ouzh ar riskloù HIV hag avuad B pe C a zo stag ouzh ar gwad kontammet. Ret eo dezho arverañ nadozioù naet, da implijout nemet ur wech ken, hag all, hag ivez dañjerusted gant drammoù dibur, pa gaver enno a bep seurt, pe lisiv pe poultr.

E pep lec'h, e kement renkad eus ar gevredigezh, war ar maez koulz hag e fabourzhioù kêr pe e kreiz-kêr - ha mar seblant an abadennoù gourdoenad (regorfad) bout stabilaet ha disteraet o niver -, e vez dav teurel evezh, a-fed heroin.
Crack a vez e rannvro Bariz hag en Antilhez ha Gwiana. Ar c'hokain eo kentoc'h e meteier aes e vefe, tapet e vez bernioù met ne vez ket gouezet mat gant piv ha penaos e vez bevezet.
Ecstasy a zo diouzh ar c'hiz : un designer drug a vez graet anezhañ, ha re all a vo. Marteze drammoù diouzh ho muzul, hep ket a var da c'hounit arc'hant digant ar re a fell da lod tud tizhout. Ur c'hresk spontus en ur ober seizh, eizh vloaz. En abadennoù rave party , e tiez dañsal, ma'z eo diouzh ar c'hiz an drammoù kenaozet. An LSD, brudet er bloavezhioù 1970, a zistro ivez hag e vo muioc'hik anezho holl er bloavezhioù a zeu : war ziskenn o friz, war greskiñ al live THC (TetraHydroCannabinol) a vez er "butun drol".

Bevoniezh an nervennoù hag ar sinapsoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hentoù an dopamin en empenn eo hentoù ar blijadur hag ivez ar boazamantoù emzrammañ.
Mab-den a vez war-lerc’h ar blijadur dre anien, goude ma vez taget gwech a vez gant barradoù kablusted hag anken ha n'int ket emsavoc'h na yac’hoc'h eget an emzalc’h kentañ. Ur gudenn all eo marteze daoust ma vez liammet an holl arvezioù er vuhez pemdez.
Klask ar blijadur ned eus kudenn ebet gantañ nemet pa ziheñch war-du ifern an dalc'h. Neb a lavar plijadur a lavar poan. Ar boan evit ar pratiker drammoù eo ar barrad diouer.

Ned eus ket traoù speredel, distag diouzh ar vevoniezh, eus ar mennozhioù a blijadur hag a boan. Bez' ez int diazezet start ha don war ar c'horf, an nervennoù, kimiezh ar c’horf, en empenn dreist pep tra hag e kement lec'h a zo, ha war organoù arbennik ar gorfadurezh. Amañ e tlefed komz eus arnodennoù kaset da benn abaoe un hanter-kant vloaz bennak war razhed ha loened all, hag a ziskouez ez eus un tamm eus an empenn a c'heller broudañ hag a zegas plijadur : ar razhed a vounte o-unan war an droadikell da zegas tredan en o boulienn ma oa bet staget elektrodoù war an tamm resis anvet diwar neuze takad ar blijadur. Ken e tisoñjent debriñ hag evañ ha kousket ken gant ar c’hoant bountañ war an droadikell da gaout plijadur tredanek hag a implij hentoù an dopamin : eno ez eus kelligoù, nervennoù paot enno an dopamin, a zo un danvezenn bouezus e kimiezh an empenn, da gas ditouroù a bep seurt a-fed plijadur. Eno e c’hoari an drammoù. An dopamin, anezhi un danvezenn gimiek evit kas ar red eus un nervenn d’un all, a labour war meur a dachenn all estreget ar blijadur, da lavaret eo ar memor hag an trivliadoù.
Lakaomp e vije troc’het d’ar razhed o hentoù dopamin, ne zeu ket an anevaled ken da vountañ war an nozelenn da vroudañ tredan en o zakad a blijadur. Heñvel a c'hoarvez mar bez roet dezho un danvezenn all enebet ouzh an dopamin hag a sparl an hent dezhi.
War gorre ar c'helligoù ez eus bet lakaet anat lec'hiennoù arbennik evit kement dramm zo : kokain, morfin, heroin, nikotin, [[amfetamin] ha reomù all. P'en em gav an dramm el lec'hienn e teu an dopamin da greskiñ e-keñver efedoù ha bec'h. Ne ouezer ket pep tra.

An noradrenalin zo un danvezenn all a-douez reoù all hag a zo a-bouez ivez : danvezenn da vroudañ hag a zo kiriek evit un tamm mat d'ar boan a sav pa zigresk an dramm el lec'hiennoù ret. Hag ivez d'ar c’hoant divuzul da adstagañ ganti, d'en em zrammañ en-dro.
Endorfinoù a reer eus danvezennoù kenderc'het gant an empenn e-unan hag a c'hoari heñvel, nemet berroc'h o fad ha gwanoc'h o efed.
Pa vez tapet heroin, kokain, amfetamin hag all e teuont da blantañ reuz e-mesk an danvezennoù prizius-mañ ; lod a zigresk : an endorfinoù ha n'eus ket ezhomm anezho kement a blas a zo gant an heroin lakaomp, hag a vo ezhomm bras divuzul, anezho pa vo diouer, ha ne vint ket galloudus a-walc'h betek ur serten poent ma labourint endro : aze emañ ifern ar mank, an diouer, an digompezted trumm ha poanius.
N'eus ket displegadurioù anat hag aes evit kement darvoud diouer. Ar barrad euzhus diouer a c'hoarvez alies a-greiz-holl, pell bras war-lerc’h bout troc'het kement bevezadur, goude mizioù zoken ha nep arouez, nep argel a ziouer diskouezet e korf ar c'hlañvour – rak da neuze ez eus ur c'hlañvour anezhañ, hag unan diaes. Start ar vuhez evitañ hag evit ar re a ra war e dro.
Ar re a zeu "peurgrog" – estouat ouzh an dramm – o doa dibarderioù temz-spered pe temz-korf d'o rentañ kizidikoc'h ouzh an drammoù. Anevaled ranell ha kurius, bev-buhezekoc'h eget ar re all ouzh kement stress, pe nevezenti, a ziskouez bout taget aesoc'h, donoc'h.
Ur c'hleñved da badout e teu da vout. En em zizober e c'hall an drammgaezhiaded gant bout mennet start ha bout sikouret gant mezegadurioù skoazell.

Torfederezh ha drammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Prenañ boued zo magañ marc'hadourien, prenañ dramm zo magañ gangsterien, armet aliesoc'h-aliesañ. Liammet eo gwerzh an drammoù hag an torfederezh. Abaoe kresket pouez Honduras e gwerzh an drammoù da SUA ez eo kresket ar feur torfediñ eno.
E Breizh ivez e kresk an torfederezh e kêrioù brudet da vezañ sioul a-walc'h betek deroù ar XXIvet kantved gant implij an armoù-tan.[1][2][3][4]

Eus pelec'h e teu an dramm da Vreizh? Eus Pariz alies[5], eus Maroko dre Spagn a-wechoù, eus an Izelvroioù, pan a Bretoned di da brenañ.

Kemer drammoù a sikour ivez gansterien zo da grediñ kas da benn gwalloberoù ha ne gredfent ket ober a-hend-all[6].

Gourdrouzet e vez bugale evit o rediañ da werzhañ drogach [7]

Arsailhañ tud war ar straed[8] pe en o zi, skeiñ ganto, laerezh anezho, a vez graet gant an drammezhommeien, evit kaout arc'hant da brenañ o lod drammoù. Skrapañ tud, boureviañ, lazhañ, a vez graet ivez evit arc'hant an drammoù[9]

Tud zo a implij drammoù evit kas gwalladennoù da benn : e 2010 e oa bet niveruzik ar seurt gwalloberoù e Roazhon[10].

Penaos bevañ e-kichen marc'hadourien torfedourien ? E Gwened, e karter Kergado, e oa diaesoc'h-diaesañ e 2016, hervez Ouest-France.[11]. E kreiz-kêr Roazhon o deus ranket amezeien an ti-post klemm evit gallout mont ha dont diogel gant o bugale.[12]. E Brest, e Pont-an-Ezen, ez eus bet serret ur greizenn sokial ma oa bet gourdrouzet un implijad (roet e zilez goude gant an aon), dornet ar renerez, gant marc'hadourien anavezet.[13]

Lod marc'hadourien a glask gwerzhañ n'eus forzh petra : pa ne vez nemet geot da vihanañ, ne vez ket dañjerus.[14] E lod meteier ez eo stankoc'h an drammoù, evel en hini ar rave-où [15].

Drammoù e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Muioc'h a zrammoù a vez bevezet e Breizh eget er rannvroioù gall.[16]

Brest

Lod karterioù eus Brest zo diaesoc'h bevañ enne abalamour d'ar varc'hadourien drammoù, prest da dennañ gant armoù, da lakaat an tan a-wechoù [17].

Roazhon

Ul liorzh e Roazhon a vez aloubet gant marc'hadourien drammoù.[18]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]