Nikotin

Eus Wikipedia
Ur c'hlub butunat

An nikotin a zo un dramm (un alkaloidenn), a gaver er butun, hag a vez enalet pe diabarzhet er c'horf gant ar sigaretennoù, ar segalennoù, ar c'herniel-butun pe c'hoazh ar chik-butun. Ul louzoù-broudañ estoueiat a zo anezhañ hag a laka ar galon da dalmiñ buanoc'h hag a laka ar pouez-gwad da uhelaat. Gallout a ra ivez lakaat an den ha chom hep santout an naon ha lakaat ar vetabolegezh da vont primoc'h. Fall eo kement-se evit ar yec'hed. Ur bern tud taget gant an nikotin a blijfe dezho bezañ dizonet eus ar gwall dech-se met diaes e vez evito alies-mat.

Kavet e vez an nikotin e-barzh plant kerentiad ar Solanaceae, da gentañ penn eus ar plant-butun (Nicotiana tabacum). Kavet e vez nikotin, nebeut avat, e plant all 'zo evel an tomatez, ar patatez, ar berjinez, hag ar skilbebr glas. Kavet e vez nikotin ivez er plant koka. Pa vez graet a-gementadoù bras gantañ e c'hall bezañ un ampoezon efedus-tre. Efediñ a ra war an nervennoù. Pa vez graet gantañ a-gementadoù bihan e c'hall bezañ broudus. Setu unan eus an abegoù ma c'hall an den bezañ estoueet ouzh ar butunat.

Dont a ra an anv nikotin diwar ar blantenn Nicotiana, hag anv homañ diwar anv un den Jean Nicot, a oa kannad Frañs e Portugal, en doa kaset butun da Bariz da vezañ studiet.

Gant pep sigaretenn e vez, dre vras, enalet 1 mg a nikotin. E meur a vro e vez klasket talañ ouzh reuzioù ar butun, met taolet ez eus pled, dre ar studiadennoù, e vez lakaet kementad an nikotin er butun da greskiñ eus 1.6% bep bloaz well-wazh.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.