Berjinez

Eus Wikipedia
Berjinez

Ar berjinez zo frouezh taolet gant plant eus ar genad Solanum, anvet Solanum melongena. Debret e vezont evel legumaj, o-unan pe mesket gant legumaj all.

Tra ma teu ar braz eus legumaj ar c'herentiad Solanaceae eus Amerika, evel an tomatez (Solanum lycopersicum), ar patatez (Solanum tuberosum) pe ar skilbebr (Capsicum), hag a zo bet degaset da Europa goude, ar berjinez a zeu eus broioù tomm Azia, hag eus Indez ent-resis. Plant gouez e oant eno da gentañ, a-raok ma voent gounezet hag en em ledañ, dre ar Reter-Nesañ, betek broioù ar Mor Kreizdouar. Hiziv c'hoazh ne vezont ket debret kement-se e broioù hanternoz Europa nag e Norzhamerika. En Azia e vez gounezet 93% eus ar berjinez gounezet er bed.

Plant bloaziek eo ar berjinez ha tapout a reont 1 metr uhelder d'ar muiañ. E stumm per bras eo ar frouezh, ha tapout a reont etre 10 ha 30 cm hirder hag 1 kg d'ar muiañ. Meur a stumm hag a liv a c'hallont kaout, hervez ar seurtadoù. Glas-ruz e vezont peurliesañ, met gwenn e c'hallont bezañ ivez.

Keginet e vezont evel legumaj, ha pa vijent frouezh evit ar skiantourien, rak n'int ket dous. Implijet e vezont kalz e boued ar broioù eus ar Mor Kreizdouar. Kavet e vezont, da skouer, e meuzioù evel ar mousaka (Gres), escalivada (Broioù Katalan), ratatouille (Provañs) mirza ghasemi (Iran), imam bayıldı pe karnıyarık (Turkia).


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Berjinez er
wikeriadur, ar geriadur frank.