Kaozeal:Dramm

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Ezhomm he deus ar bajenn-mañ bezañ frammet gwelloc'h. --Fulup 8 Kzu 2007 da 22:50 (UTC)[respont]

ohnergobvropizshioub'rnyhpnhpjd,hp^j^jhpyjpojdt[[Media:--92.129.31.243 5 Mez 2009 da 11:55 (UTC)Skouer.ogg#REDIRECT Insert text]][respont]

D'am soñj n'eus ket da ziverkañ netra diwar ar pajennoù-mañ. Se zo kaoz em eus adlakaet an danvez tennet. Bianchi-Bihan 5 Mez 2009 da 16:12 (UTC)[respont]

D'am soñj ez eus da ziverkañ pa vez skrivet n'eus forzh petra gant un den ([1]) hag en deus eñ diverket ar bajenn a-bez evit lakaat ur skrid digomprenus p'emañ ar wikipedia-mañ e brezhoneg. m'oa ket gwellet n'oa an den-se diverket skridoù un implijer all, adlakaet em bije anezho 'vel-just, dav din bezañ aketusoc'h marteze. Me 'zo evit mirout skridoù Fulup ha skarzhañ reoù an implijer dizanv. Ar bajennoù kaozeal a zo graet evit kaozeal, n'int ket graet evit embann n'eus forzh petra (lec'hiennoù all a-walc'h a zo dija evit ober kement-mañ), pa skriver war bajenn kaozeal ur pennad eo evit komz eus ar pennad-se resis hag ar pezh a vez kavet e-barzh.--Gwendal 5 Mez 2009 da 18:24 (UTC)[respont]
Kompren a ran da savboent, marteze eo hini tud all ivez, met n'on ket a-du ganit, hag atav em eus bet difennet kement-mañ:
1° Graet eo ar pajennoù-mañ evit ma c'hallfe an dud reiñ o ali, ne vern petra e vije;
2° mat eo diskouez d'an holl petra eo ali tud zo, rak a bep seurt zo: darn a blij dezho teurel kunujennoù, lod all tufañ war ar brezhoneg, ha me oar.
3°Re a dud a gav dezho n'eus ket a freuzerien nag a enebourien d'ar wikipedia brezhonek. Gwir eo n'eus ket kalz anezho, met dont a reont en-dro bep an amzer. Mat eo d'an holl gwelout anezho.
4°Ma'z eo ret diverkañ e karfen e vefe diviz meur a zen, ha n'eo ket hini unan hepken. Bremañ, ne savin na biz na dorn enep un diviz graet gant daou zen. Met hini unan hepken a gavan un tamm prim ha skañv. Setu perak. Bianchi-Bihan 5 Mez 2009 da 21:33 (UTC)[respont]
Taolet am eus ur sell war ar bajenn hag a ro hag a tispleg politikerezh wikipedia e-keñver ar bajennoù gaozeal (amañ). Sklaer a-walc'h e seblant bezañ:
  • Graet eo ar pajennoù-mañ evit ma c'hallfe an dud reiñ o ali, gwir eo, met dav eo dezho (skrivañ a ran en-dro ar pezh a zo skrivet war Wikipedia:Pajenn gaozeal) derc'hel d'an tem: Ar bajenn gaozeal stag ouzh ur pennad a zo graet evit komz eus ar pennad, ha n'eo ket eus traoù all, re bell diouzh ar gaoz, nag evit flapañ na klakennat. Gwellaat ar pennad eo ar pal da dizhout, netra ken. Ma z'eo ur poent hollek a fell deoc'h sevel, kit d'an davarn. Ur gaozeadenn re hollek pe hep liamm gant ar pennad a c'hell bezañ kaset d'al lec'h dereat gant ur merour gant ma lavaro fraezh petra en deus graet.
  • N'eo ket talvoudus d'am soñj gouzout hag embann ez eus freuzerien hag enebourien d'ar wikipedia brezhoneg, evit pep dañvez, aozadur ha me oar ez eus enebourien ha freuzerien.
  • Ar gaozeadenn-mañ n'eus netra d'ober amañ a-benn ar fin...
  • Ma'z eo ret leuskel skridoù vandaled e karfen me ivez e vefe diviz meur a zen.--Gwendal 8 Mez 2009 da 19:01 (UTC)[respont]
Sevel ar gaoz en davarn. Ne welan nemet se d'ober. Bianchi-Bihan 9 Mez 2009 da 03:33 (UTC)[respont]
Pe e pajenn kaozeadenn ar bajenn Wikipedia:Pajenn gaozeal?--Gwendal 9 Mez 2009 da 17:05 (UTC)[respont]
@Bianchi-Bihan dav ve bremañ sachañ an evezh- kelaouiñ- war ar fentanyl a zo anv anezhañ en USA, kaset dirak al lezioù barn ar Werzherien dre benn m'int aet re bell hag ez eus ur gudenn spontus er gevredigezh gant al louzoù mat ez eo, pa eo bet skuilhet e barzh ar marc'had... 77.205.153.153 19 Meu 2023 da 21:04 (UTC)[respont]