T-shirt

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
T-shirt da vrudañ Wikipedia

Un tee-shirt pe T-shirt zo ur ger saoznek (ticheurt a-wechoù e brezhoneg, rochedig e brezhoneg matSoñj personel) a vez graet eus ur seurt roched, milginoù berr dezhi, fardet gant kotoñs pe poliester. Pa oa bet ijinet e veze implijet evel ur pezh dilhad-dindan, hiziv an deiz avat e vez gwisket evel ur roched. Peurliesañ e tiskouez ez eo dinec’h an neb a wisk anezhañ, dreist-holl e-pad an hañv. Gwisket e vez dre ar penn rak gwevn eo kerc’henn an t-shirt. Peurliesañ e tiskenn an t-shirt betek an divgroazell. E-pad ur pennad eo bet diouzh ar c’hiz gwiskañ t-shirtoù ledan-tre. A-wechoù e vez gwisket t-shirtoù berr ha tost ouzh ar c’horf gant ar maouezed, diskouez a reont neuze o c’hof hag o begel. T-shirtoù milginoù hir a gaver ivez ha re all gant ur c’habell. Disheñvel eo an t-shirt, dre ar stumm hag an danvez anezhañ, diouzh ar sweat-shirt a zo tevoc’h ha ledanoc’h .

Istor an t-shirt[kemmañ]

En XIXvet kantved e voe gwisket t-shirtoù gant labourerien SUA. Adalek 1899 e voe lakaet da roched dindan ret e US Navy. Degemeret e voe evel roched war-dro ar bloavezh 1920, a-drugarez d’ar sport, rak implijet e oa gant sportourien. Hollvrudet e teuas da vezañ pa zilestras ar GI en Europa, adalek 1943. An t-shirtoù kentañ implijet evit ober bruderezh (« I like Ike ») pe kinklet a zeuas war wel er bloavezhioù 1930. Er bloavezhioù 1950 e voe gwisket t-shirtoù gant aktourien vrudet evel John Wayne, Marlon Brando pe c’hoazh James Dean. Hiziv an deiz e vez gwisket t-shirtoù gant an holl dud er bed a-bezh. An dreserien dilhad a vez diehan oc’h ijinañ t-shirtoù nevez (a-fet stumm, liv, danvez). Implijet e vez ivez evel doare da ober bruderezh gant embregerezhioù pe forzh pe aozadur a fell dezhañ kemenn tra pe dra. E 1932 e voe implijet un t-shirt evit ober bruderezh evit ar wech kentañ, da-geñver ar film “Strobineller Oz”.

An doare ma vez fardet hag an danvez implijet a gont ivez : kavet e vez t-shirtoù doare kenwerzh reizh, pe re all fardet gant kotoñs biologel. Muioc’h-mui a embregerezhioù a implij seurt t-shirtoù evit ober bruderezh, evel-se e tiskouezont e toujont d’an diorren padus.

Ma’z eo sklaer an t-shirt e teu da vezañ treuzwelus pa vez glebiet. Abalamaour d’ar perzh-se e vez aozet kenstrivadegoù t-shirtoù gleb.

T-shirt diouzh an hini a wisk anezhañ[kemmañ]

Skouer un t-shirt diouzh an hini a wisk anezhañ

Liesseurt eo an doareoù da gemmañ, personelaat pe kinklañ un t-shirt : aergraferezh, pe broderezh da skouer. Gant moulerezed lazer zo e c’haller kinklañ un t-shirt ivez : da gentañ e vez moulet an dresadenn war baper ispisial, goude-se e vez lakaet war an t-shirt.

T-shirt frank a wirioù[kemmañ]

E dibenn miz Even 2008 ez eus deuet war wel un t-shirt frank a wirioù a-fet arz. Un t-shirt warnañ un dresadenn “gwarezet” gant copyleft eo.

Liammoù diavaez[kemmañ]