Marlon Brando

Eus Wikipedia
Marlon Brando e 1948

Marlon Brando a oa un aktour amerikan ganet d'an 3 a viz Ebrel 1924 en Omaha (Nebraska) ha marvet d'ar 1añ a viz Gouhere 2004 e Los Angeles, Kalifornia.

Tapout a reas brud e 1947 a-drugarez an arvest A streetcar named desire. E 1951 e krogas gant un esped aktour etrevroadel. Gounezet en deus un oscar e 1954 evit On The Waterfront hag e 1973 evit The Godfather. Hemañ a nac'has, avat, d'enebiñ ouzh gwaskerezh an Indianed.

Krediñ a rajod e oa kouezhet en dienez e fin e vuhez met goude e varv e verzjod a oa perc'henn war 20 milion a zollarioù hag un enezenn er Meurvor Habask war e anv. Ober van da vezañ paour a rae peogwir ne felle ket dezhañ paeañ pañsion e wreg kozh.

Logo ar film The Godfather.

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]