Mont d’an endalc’had

GI

Eus Wikipedia
GI ar 25vet rann e Vella Lavella e-pad Taol Cartwheel, d'an 13 a viz Gwengolo 1943

GI (pe G.I.) (distagadur: [ˈdʒiˈaɪ]) a dalvez da envel ur soudard eus an tirlu amerikan, hag an droienn G.I. Joe a dalveze kement ha "Yann Soudard" evit Arme ar Stadoù-Unanet e-kerzh an Eil Brezel-bed. Diwar Galvanized Iron ("houarn galvanizet") eo bet savet an dro-lavar-se, da lavaret eo ar boestoù houarn a oa ganto, pa oa ar pennlizherennoù-se enskrivet warno. Implijet e vez ivez da envel dafar ar soudarded-se, hag ar soudarded end-eeun.

Berzh a reas an dro-lavar-se da vare an Eil Brezel Bed pa voe kaset kalz anezho en Europa. Implijet e voe kalz gant siviled ha kazetennerien (da vare Brezel Korea da skouer). Lakaet eo bet abred, da vare ar Brezel-bed Kentañ, da dalvezout Government Issue (ingalet gant ar gouarnamant) evit ober anv eus kement tra en deus da welet gant an arme, pe c'hoazh General Infantry (troadegiezh hollek). Adal e penn-kentañ ar bloavezhioù 1940 e krogas ar gouarnamant amerikan d'ober gant an droienn-se en un doare ofisiel, da skouer ar G.I. Bills of Rights e 1942.