Roched

Ur roched zo ur pezh dilhad a c'holo korf ar baotred adalek an divskoaz betek an divlez, pe betek ar gaol, pe izeloc'h zoken a-wechoù. Nozelennoù pe boutonoù a vez peurvuiañ da brennañ ar rochedoù a-vremañ. An darn vrasañ a vez milginoù hir outo, hogen milginoù berr a vez douget en deizioù tomm ivez.
Evit merc'hed e komzer eus hiviz peurvuiañ.
War ur roched e c'haller dougen kravatenn, jiletenn, stammenn, pe porpant.
Gerioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eus ur roched e vez graet anvioù all c'hoazh: krez, krezenn (kar d'ar ger kembraek crys). Roked ha rokedenn zo gerioù kar. Kamz zo ur seurt sae douget gant ur beleg .
Danvez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E kotoñs pe lin e vez ar rochedoù, e seiz a-wechoù. Aliesavat e kaver poliester rak kalzmarc'had-matoc'h eo daoust ma'z eo displijus da wiskañ.
Roched ha hiviz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
A bep seurt rochedoù zo, e pep seurt danvez. Graet e vez an hivizoù en un danvez bravoc'h peurliesañ, gant dantelezh alies.
Livioù ha politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Rochedoù ruz, gant Garibaldi da vare Unvaniezh Italia.
Er bloavezhioù 1920 ha 1930 e oa un dalvoudegezh politikel e livioù rochedoù ar strolladoù faskourien:
- rochedoù du en Italia, Bro-Saoz, Finland, ha gant SA nazi Alamagn;
- rochedoù glas en Spagn, Kanada, Iwerzhon, Sina
- rochedoù glas-gwer e Roumanía, Hungaria, Brazil;
- rochedoù alaouret e Mec'hiko
- rochedoù arc'hant e SUA
Broioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar guayabera eo anv roched paotred Kuba[1]
- Roched Hawai, a gaver en Hawai hag en inizi ar Meurvor Habask, e Tahiti da skouer.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ https://web.archive.org/web/20150525052454/http://www.cubania.com/post/traditions-la-guayabera-mode-cubaine-folklore/