Emgann (strollad politikel)
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Emgann | |
---|---|
Anv penn ar strollad=mouezh aotreet | |
{{{Anv penn ar strollad}}} | Gaël Roblin |
Krouidigezh | 1983 |
Sez | BP 70215 22202 Gwengamp cedex emgann@iquebec.com |
Kazetenn | Combat Breton |
Anv ofisiel | Emgann (Strollad an tu kleiz dizalc'hour) Emgann-MGI (Mouvement de la Gauche Indépendantiste) |
Lec'hiennoù internet | Emgann.org Emgann Bro-Dreger Emgann Bro-Roazhon Emgann Bro-Naoned |
{{{option-3}}} | {{{valeur-3}}} |
{{{option-4}}} | {{{valeur-4}}} |
{{{option-5}}} | {{{valeur-5}}} |
{{{option-6}}} | {{{valeur-6}}} |
Ideologiezh | broadelouriezh, sokialouriezh |
Kenvreuriadur da live ar Stad C'hall | {{{gall}}} |
Kenvreuriadur european | {{{european}}} |
Kenvreuriadur etrevroadel | {{{etrevroadel}}} |
Livioù* | ruz, du |
Lec'hienn internet | www.emgann.org |
gwelet ivez Politikerezh Breizh |
Emgann, pe Emgann-MGI (Mouvement de la Gauche Indépendantiste), a oa ur strollad broadelour breizhat eus an tu-kleiz. Klask a reas gounit dieubidigezh Breizh ha sevel ur gevredigezh reishoc'h, gant muioc'h a zoujañs evit an endro. N'en doa bet dilennad ebet.
Diazezet e voe Emgann e 1983 goude ma oa bet dilennet François Mitterrand da brezidant Frañs. Dieubet en doa hemañ emsaverien an FLB a oa en toull-bac'h, lamet kuit en doa raktres kreizenn nukleel Plougoñ, ar pezh en doa degaset kemmoù bras en Emsav.
Emgann a oa enep-kevalaour hag enep-gouennelour. Unan eus e berzhioù pennañ a oa natur e dutadur. Er c'hontrol d'an darn vrasañ eus an emsavioù radikal, e izili ne oant ket studierien(Daveoù a vank) pe kelennerien(Daveoù a vank) met tud dilabour pe gant an R.M.I. Ur gelaouenn en doa Emgann, enni pennadoù gallek ha brezhonek, anvet Combat Breton.
E 2009 en doa dibabet ar strollad cheñch anv, deuet e oa da vezañ Breizhistance.
Dilennadegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kemer a rae Emgann perzh en dilennadegoù met gwan e veze e zisoc'hoù. E 1989 e tizhas ur roll bleinet gant un emsaver eus Emgann, Herve ar Beg (bet studier e skol-veur Roazhon), 9,8% e Gwengamp. Peurliesañ, avat, n'en deze ket an nerzhioù ret da ginnig rolloù evit an dilennadegoù-kêr. En dilennadegoù-kanton e tizhas unan eus e emsaverien, Fulup Kadored (kelenner), 5,04% eus ar mouezhioù e Boulvriag.
Echu e 2010
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Divodet e voe ar strollad politikel Emgann, deuet da vout Breizhistance.