Unaniezh Vroadel
Rassemblement National | |
---|---|
![]() | |
Anv ofisiel ar strollad | Rassemblement National (RN) |
Prezidant | Jordan Bardella |
Krouidigezh | 1972 |
Sez e Breizh | ∅ |
Ar strollad e Breizh | |
Aozadur rannvroel | ∅ |
Lec'hiennoù internet | ∅ |
{{{option-3}}} | {{{valeur-3}}} |
{{{option-4}}} | {{{valeur-4}}} |
{{{option-5}}} | {{{valeur-5}}} |
{{{option-6}}} | {{{valeur-6}}} |
Ideologiezh | Poblelouriezh, Tu-dehou pellañ, Broadelouriezh c'hall, Riegouriezh, Enebeuropouriezh |
Kenvreuriadur european | Euronat |
Kenvreuriadur etrevroadel | {{{etrevroadel}}} |
Livioù* | glas, gwenn, ruz |
Lec'hienn internet | http://www.frontnational.com |
gwelet ivez Politikerezh Breizh |
Ar Rassemblement National (RN) ("Unaniezh Vroadel"), bet anvet Front National (FN) ("Talbenn Vroadel") betek ar 1añ a viz Mezheven 2018, a zo ur strollad politikel gall eus an tu-dehoù pellañ krouet e miz Here 1972 ha renet betek miz Genver 2012 gant Jean-Marie Le Pen ; etre 2011 ha 2021 eo bet renet gant e verc'h Marine Le Pen.
Lec'hiet etre an tu-dehoù pellañ hag an tu-kleiz pellañ eus ar bed politikel gall eo an FN, en em ginnig evel an tu dehoù broadel[1], poblelour[2] ha riegezhour[3].
An darn vrasañ eus e bennoù a nac'h ez int un darn eus an tu dehoù pellañ.
Deroù an Front National[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krouet e voe ar Front National d'ar 5 a viz Here 1972 gant ur strollad paotred eus an tu-dehoù pellañ : Jean-Marie Le Pen, François Brigneau, Roger Holeindre, Pierre Bousquet, Pierre Durand hag Alain Robert. Enrollet eo statudoù ar strollad politikel nevez d'ar 27 a viz Here 1972 e prefedi Pariz gant Pierre Bousquet, bet Waffen-SS e-pad an Eil Brezel-bed.
An RN/FN, ar brezhoneg hag ar yezhoù arall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Embannet ez eus bet meur a wezh gant pennoù bras ar strollad-mañ e sav a-enep an divyezhegezh brezhoneg/galleg (gant Marine le Pen e 2009 en abadenn Ripostes) e Breizh hag e nac'h e vefe sinet gant Bro-C'hall ar Garta europat evit ar yezhoù rannvroel pe bihanniver (gant Louis Alliot e 2013 da-geñver ur c'habalerezh evit an divyezhegezh e Katalonia an Norzh).
Kadoridi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jean-Marie Le Pen etre 1972 ha 2011
- Marine Le Pen etre 2011 ha 2021
- Jordan Bardella adalek 2021
Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ ORTF, 3/11/1972 ; Jean-Marie Le Pen a gaoze eus « droite populaire, sociale, nationale ».
- ↑ Le Monde 14/01/2008 « Pour M. le Pen, "le populisme vaincra le pipolisme" de M. Sarkozy ».
- ↑ Front National Jean-Marie Le Pen, en ur brezegenn e 2004 a lavaras eo e strollad « souverainiste depuis le jour même de sa création en 1972 ».
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Lec'hienn ofisiel
- (en) The Guardian Gwir skeudenn an FN.
- (en) 1995 presidential election
- (en) Brookings Institution Dielfennadur diwar-benn an enepyuzevegezh a-berzh an FN.
- (en) University of Sunderland Dielfennadur ar Front National, embannet e 1998.
- (en) BBC News Abadenn diwar-benn disrann 1999.
- (en) FYI France The Front National (levrlennadur).
- (en) Anti-Immigrant Policy boosts support for LePen, 2006.