Unvaniezh Koad Kev
Unvaniezh Koad Kev a oa ur gevredigezh kristen, broadelour ha divyezhek, krouet e 1951 gant Youenn Kraff. Chomet eo ar gevredigezh a-sav e kreiz ar bloavezhioù 2010.
Aozañ a rae lidoù e koun Yann-Vari Perrot ha merzherion Breizh da zeiz Lun Fask gant prezegennoù e-tal ar groaz a verk al lec'h ma voe drouklazhet Yann-Vari Perrot e Skrigneg - Ar Groaz Ruz he anv[1]. E-kichen al lidoù lik a-berzh ar gevredigezh e veze un oferenn da deir eur goude merenn ingal bep bloaz e chapel Koad-Kev e-men emañ douaret Yann-Vari Perrot.
Marsel Blanchard a zeue ingal da lidañ an oferenn e brezhoneg betek 2012. Abaoe e oa un oferenn "FLB", da lavarout eo e galleg, latin hag e brezhoneg. E-pad an oferenn-se e veze pedet evit an holl Vrezhoned aet d'an Anaon hag o doa gouestlet un tamm eus o buhez evit ar Vro, war skouer Yann-Vari Perrot.
Youenn Kraff a oa e penn ar gevredigezh betek diwezh ar bloavezhioù 90. Neuze e voe meret gant tud eus ar strollad politikel Adsav dre atebegezh Roland de La Morinière. Bep bloaz e veze prezegennoù gant broadelourien, stourmerien eus an tu dehoù pellañ evit lod : Youenn Kraff, Marsel Blanchard, Loïc Kervoas, Youenn Caouissin, Yann Vallerie, Ronan Ar Gall pe Fabrig Coupechoux[2] o deus graet prezegennoù du-hont, endeo.
Pa oa gouest UKK da dolpañ ouzhpenn ur c'hant bennak a dud da zeiz Lun Fask betek diwezh ar bloavezhioù 80, ne zeue nemet etre tregont ha hanter-kant bennak a dud abaoe ar bloavezhioù 2000.
Ganet e voe ar gevredigezh Mignoned Feiz ha Breizh gant izili eus UKK pa voe krog honnezh da vout meret gant tud eus ar strollad Adsav e penn-kentañ ar bloavezhioù 2000, pa nac'hent ar politikerezh er rentañ enor da Yann-Vari Perrot.
E fin ar bloavezhioù 2010 hag e penn kentañ ar bloavezhioù 2020 ne veze ket ken lidet ingal an devezh e Koad Kev. Ar gevredigezh Hengoun, Feiz ha Breizh, krouet e 2025, a glask adsevel an devezh-se.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Breizh ma bro
- ↑ (fr) (br) Breizh-Info