Ploeneg
Ploeneg | ||
---|---|---|
An iliz katolik. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Plouhinec | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kemper | |
Kanton | Pontekroaz (betek 2015) Douarnenez (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29197 | |
Kod post | 29780 | |
Maer Amzer gefridi | Bruno Le Port 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kumuniezh kumunioù Bro ar C'hab | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 3 940 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 140 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 104 m | |
Gorread | 28,05 km² | |
kemmañ ![]() |
Ploeneg a zo ur gumun eus Kerne-Izel e kanton Douarnenez, e departamant Penn-ar-Bed, e Bro ar C'hab e kornôg Breizh. Graet e vez Ploenegerien eus an dud a zo o chom enni.
An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Plouhinec eo an anv ofisiel gallek. Ur gumun all e departamant ar Mor-Bihan a zo anvet Plouhinec ivez e galleg, met Pleheneg e brezhoneg. Lavaret ez eus e oa savet an anv diwar hini sant Winog(Daveoù a vank), met faltazius e vije hervez lod(Daveoù a vank). Dont a rafe kentoc'h eus ploe hag ethin (lann e henvrezhoneg hag e kembraeg), hag an dibenn -eg (evel en anv Banaleg).
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Magouri[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar Vagouri-kêr "Les petits Korrigans" a ro un tañva d'ar brezhoneg.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ragistor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kavet eo bet roudoù eus obererezh an Den eus ar re goshañ en ur gev war an aod e-kichen kêriadenn Menez-Dregan. 400 000 bloaz 'zo e oa bet enaouet un tan el lec'h-se, da lavaret eo roud koshañ un tan a zo bet kavet en Europa. Nepell eus ar c'hev e weler lec'h uhelañ kab ar Souc'h m'emañ nemorantoù teir zaol-vaen warnañ. Ac'hano e c'heller gwelout kement bag a dremen etre Beg-ar-Raz ha Beg Penmarc'h ken e soñj d'an hendraourien e oa ul lec'h arouezel en amzerioù koshañ.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Perrien, person, ha Kerdreac'h, beleg[3].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel-bed kentañ: e-touez an dud lazhet:
- en Emgann Rossignol : François Moullec, ganet e 1894.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An iliz katolik.
Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a vilourion |
---|---|
![]() |
1 (aerlu) |
Hollad | 1 |
Karrnijour e oa. Mervel a reas e-pad an Eil Brezel Bed d'an 19 a viz Kerzu 1942 pa gouezhas e garr-nij Harrow (marilhet K7011) er mor[4],[5].
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War aod ar Meurvor Atlantel emañ Ploeneg e penn krec'h ur wareg aodoù hag a ya eus Beg ar Raz betek Beg Penmarc'h e Gevred a zo bet graet ar Gammell anezhi[6]. Roc'hellek ha traezhennek tro-ha-tro eo an aod, kornôg-reter dre-vras e reteradur. E Norzh an aod e kaver un antiklinal etre ar mor ha traoñienn ar Gwaien dezhañ ur reteradur kenstur.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1800[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Maighean Rátha | 1998 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 49
- ↑ Pertes R.A.F Finistère
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Geriadur Gregor Rostrenenn