Banaleg
Banaleg | ||
---|---|---|
![]() Kreiz ar vourc'h. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Bannalec | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kemper | |
Kanton | Banaleg (betek 2015) Molan (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29004 | |
Kod post | 29380 | |
Maer Amzer gefridi | Yves André 2008-2020 | |
Etrekumuniezh | Kemperle Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 5 656 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 73 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 22 m — brasañ 172 m | |
Gorread | 77,51 km² | |
kemmañ ![]() |
Banaleg a zo ur gumun eus Bro Gerne e Kanton Molan, e departamant Penn-ar-Bed, e mervent Breizh. Penn kanton e oa betek 2015.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bernard Tanguy (1990) : Plebs Banadluc, vers 1050; Banadlec, 1220; Banazlec, 1257, et vers 1330; Banazleuc, 1368; Banazlec, Baznalec, 1398; Banazlec, 1536; e brezhoneg : Banleg.
- Erwan Vallerie (1005) ː Plebs Banadluc, 1050; Bannadlauc, 1160; Banadloc, 1216; Banadloc, 1220; Banazlec, 1270; Banazloc, 1296; Banazleuc, 1368; Banazlec, Baznalec, 1398; Banazlec, 1516; Banadec, Banalec, 1636
- Gerdarzh ː ul lec'h goloet gant banal / balan
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Geoted e vodig banal a deir bleunienn digor en aour; e gab en erminoù karget gant ur greskenn en gul.
|
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XVIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh daou zen eus Banaleg, Jacques Le Trouadec, beleg, ha Jean Le Roy, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[3] .
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù e parrez Banaleg gant Oury, person, hag e trev Trebale gant Le Mardy ha Le Dréau, kureed, ha gant Le Floc'h ha Le Calvez, beleion evit kofes[4].
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erruet an hent-houarn (linenn Hent-houarn Landerne Savenneg) er gumun e miz Gwenholon 1863.
- 1870-1871: diwar ar vrec'h e varv 250 a dud.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezelioù[5][kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 358 gwaz a varvas abalamour d'ar brezel, d.l.e 5,83% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[6].
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 54 den, fuzuilhet e voe c'hwec'h anezhe d'an Alamaned.
- D'an 31 a viz Kerzu 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-75-BO (anvet "Black Swan", marilhet 42-29895 ha kodet DF-H, 91vet Bomb Group, 324 vet Squadron) eus aerlu ar Stadoù-Unanet e Banaleg hag e Rosporden gant dek milour en e vourzh; tapet e voe c'hwec'h nijour gant an Alamaned, daou all a zeuas a-benn da achap, mervel a reas an daou vilour arall, douaret int er Brittany American Cemetery e Montjoie-Saint-Martin e departamant Manche e Bro-C'hall[7].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: pemp gwaz a varvas.
- Brezel Aljeria: pevar gwaz a varvas.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur skol Diwan a zo eno abaoe 1982.
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 158 skoliad (28,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[8]
- D'ar 15 a viz C'hwevrer 2013 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 2 a viz Gouere 2014 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Intron-Varia ar Folgoad er vourc'h
- Iliz katolik Santez Trifin e Trebale
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1888 ː Jean Bourhis ː nijer fuzuilher; eo bet trec'h meur a wec'h a-eneb Alamaned etre 1914 ha 1915; diskaret eo bet e-unan ar 14t Meurzh 1916, e-kichen Verdun.
- 1962: Pascal Jaouen, brodour ha stilour.
Tud marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1893 : Pierre Le Sann, beleg ha troour brezhonek.
Arzourien bet awenet gant Banaleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Émile Dezaunay (1854-1938), livour breizhat.
Ardamezeg familhoù Banaleg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
l'Olivier | Aotrou Plessix | "en argant, e dreustell en gul, kaeliet en aour, eilet gant teir fempdiliaouenn en gul" |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Oileán Chiarraí | 2007 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) Lec'hienn an ti-kêr
- (fr) Ti an douristed
- (br) Banaleg war lec'hienn Geobreizh
- (fr) Pajenn war lignezouriezh Banaleg
- (fr) (br) (en) Lec'hienn bagad Banaleg
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Bernard Tanguy ː Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée - ArMen. 1990
- Erwan Vallerie ː Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, deiziad ebet, (e galleg), pajenn 17
- ↑ Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg).
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 52
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Pertes USAAF Finistère
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019