Rieg
Rieg | ||
---|---|---|
![]() Ar Bêlon etre Rieg ha Molan | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Riec-sur-Belon | |
Bro istorel | ![]() | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Kemper | |
Kanton | Pont-Aven (betek 2015) Molan (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29236 | |
Kod post | 29340 | |
Maer Amzer gefridi | Sébastien Miossec 2008-2020 | |
Etrekumuniezh | Kemperle Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Gerne | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 4 240 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 78 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 94 m | |
Gorread | 54,64 km² | |
kemmañ ![]() |
Rieg a zo ur gumun vrezhon eus Bro-Gerne e kanton Molan, e departamant Penn-ar-Bed, e mervent Breizh, war lez ar stêr Bêlon.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Rioc, XIvet; Rioch, 1220; Riec, c. 1330; Rieuc, 1368; Riec, 1382, 1516, 1536;
Gerdarzh
- Dont a ra an anv eus ar manac'h « Riog », er VIvet kantved, a veve e-tal Kameled. Hervez ar vojenn e oa bet savetaet gant ar sent Derc'hen ha Neventer, a-dre krabanoù un aerouant, war lez an Elorn.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En aour e dreustell kommek en glazur karget gant teir kregilhenn en argant, heuliet ouzh kab gant ur vrizhenn erminig en sabel hebiaet gant div mailhenn en glazur, hag ouzh beg gant ul leonerez en gul
Aozer ː Yves Clech
Degemeret gant ar Gumunn ː Mae 1991
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 16 a viz Kerzu 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'ar 5 a viz Mezheven 2009 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Un hent roman a gase eus Vorgium (Karaez bremañ) da Rieg; treuziñ a rae ar Bêlon, ur gedlec'h a ziwalle an tremenlec'h[2].
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Quiniquidec, person, ha Dagorn, manac'h; nac'het e voe gober al le gant David, person, Gurudec, kure, ha Berthou, beleg evit sikour kofez[3].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz katolik Sant Pêr.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1977 : Mélanie Rouat, keginerez ha pretiourez.
Ardamezeg ar Familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Ameline de Cadeville,
aotrounez Tredieg |
sourinet etre argant ha gul a eizh pezh; e gab en glazur karget gant Un heol en aour |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Ilminster | 1992 |
![]() |
Morillon |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée. ArMen. 1990
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, 1939, (e galleg), pajenn 17
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 52