Mont d’an endalc’had

Mélanie Rouat

Eus Wikipedia
Mélanie Rouat
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanMélanie Kemmañ
Anv-familhRouat Kemmañ
Deiziad ganedigezh1877 Kemmañ
Deiziad ar marvHere 1955 Kemmañ
Micherkeginer Kemmañ

Mélanie Rouat (1877 e Rieg, Bro-Gerne, 1955 er memes kumun) a oa ur geginerez hag ur bretiourez, perc'hennez an ostaleri vrudet Chez Mélanie e Rieg.

Dre zegouezh e voe dizoloet skiant an ostizez war ar c'heginañ gant ar c'hazetenner ha barner war ar c'heginañ gall Curnonsky e 1922[1]. Annaouezh a reas anezhi da zigeriñ ur preti bras e roio brud dezhañ e Pariz, eñ hag e vignoned.

E-barzh Paris-Soir e 1929 e embannas Curnonsky ur roll peder c'heginerez vreizhat akuit, met komz a reas eus div anezho dreist-holl : Clémence Lefeuvre ha Mélanie Rouat[2].

E-pad an Eil Brezel-bed ez eas Curnonsky da chom en he ostaleri, hag eñ da dañva boued Mélanie e-pad tout ar brezel[3].

En he freti e voe degemeret ivez Vincent Auriol, Colette, René Coty, Edouard Herriot, Georges Pompidou ha kalz arzourien ha politikourien all.

Un nebeud meuzioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Curnonsky dirak ur pladad rigadell gant ur voutailhad muskadig[4], ha Mélanie war-dro an istr. Al legistri ne seblantont ket bezañ gant dienn. Livadur gant Maurice Asselin, 1933, Mirdi Sant-Brieg[5].

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. TABLE Grandes dames aux fourneaux pennad war Le Monde.fr, 1993-05-22, gwelet d'an 2020-06-28.
  2. "Gastronomie et Tourisme à travers la Bretagne, quatre grands cordons bleus", e Paris-soir, 1929-10-06, gwelet d'an 2023-04-11
  3. Mélanie Rouat, première cheffe bretonne aux deux étoiles. gant Serge Rogers, Le Télégramme, 31 a viz Kerzu 2023, lennet d'an 8 a viz Genver 2024.
  4. Pennad-skrid "Gastronomie et Tourisme, A travers la Bretagne avec quatre cordons bleus.", Paris-soir, 6 a viz Here 1929, p. 5/6, lennet d'an 29 a viz Du 2025.
  5. Maurice Asselin - Dans le domaine public en 2019