Hent-houarn Landerne Savenneg

Eus Wikipedia
Linenn
Landerne-Savenneg
Linenn eus Savenneg da Landerne
Kartenn al linenn
Kartenn al linenn
Bro Breizh Breizh
Kerioù tremenet Savenneg,Gwened, An Alre, An Oriant, Kemper, Landerne
Istor
Digoridigezh 1862 - 1867
Tredanadur 1991
Korvoerien PO (fr) (1857 - 1935)
Hentoù-houarn Stad (fr) (1935 - 1938)
SNCF (adalek 1938)
Spizverkoù teknikel
Niverenn Ofisiel 470 000
Hirder 245 km
Ledander hent boutin (1,435 m

)

Tredanaet Patrom:25000 V - 50 Hz (etre Kemper ha Savenneg)
Diribin brasañ 12 ‰
Niver a forzhioù 2 forzh war lodennoù brasañ al linenn hag 1 forzh war lodennoù all
Panellerezh REAS (fr)
Tremenerezh
Perc'henn RFF
Korvoer(ien) SNCF
Tremenerezh THR_Breizh, Linennoù meur

Ul linenn hent-houarn zo etre Savenneg ha Landerne. An termenadur RFF (Hentoù-houarn bro-Frañs) eo 470000.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Al linenn-mañ a zo bet savet etre 1862 ha 1867.

Obererezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannvro Breizh en deus kroget ur programm evit nevesaat al linenn-mañ.

  • Is-programm 1 p. 18[1] : e pal eo krennañ ar prantad amzer evit mont deus Bariz da Gemper evit tizhout 3 eurvezh, gant ma vo al linenn Tizh Bras "Breizh" prest e 2017. Galout a raio an trenioù mont betek 220 km/e war lodennoù an hent-houarn a drugarez d'an oberioù-mañ. Koust a raio bep munutenn gounezet 38,7 M€ evit al "lankad 1". Al "lankad 1" a zo 3 lodenn evit an hent-houarn Savenneg-Kemper :
    • Lodenn 1 a 20 km etre Kistreberzh ha Malañseg (da vezañ echuet e 2010) : 9 dreuzenn hent-houarn lemmet
    • Lodenn 2 a 22 km etre An Alre hag Henbont (da vezañ echuet e 2010) : 10 treuzenn hent-houarn lemmet
    • Lodenn 3 a 63 km etre An Oriant ha Kemper(echuet e 2006)
  • Is-programm 2 p. 23[1] : pal an oberioù-mañ eo kinnig ur beaj etre Kemper ha Brest e 59 munutenn e plas 1e05 ha stankaat an tremenerezh. Sañset eo echuiñ al labourioù e 2013. A drugarez da adtres an hent etre Kemeneven ha Kemper e c'hallo mont an tren betek 140 km/e. Evit uhelaat an tremenerezh e vo :

Tres[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv an ti-gar kumun PK
Porzh-houarn Savenneg Savenneg 469,477
Pontkastell-Keren Pontkastell-Keren 483,580
Devrieg Devrieg 490,059
Ti-gar Gweltaz-Lambrizig Gweltaz-Lambrizig 494,209
Ti-gar Severeg Severeg 498,628
Porzh-houarn Redon
Linenn davet Roazhon
Redon 511,364
Ti-gar serret (disimplij) Sant-Yagu-ar-Bineg Sant-Yagu-ar-Bineg 519
Ti-gar Malañseg Malañseg 528,571
Porzh-houarn Kistreberzh
Linenn davet Ploermael (serret)
Kistreberzh 540,326
Ti-gar serret (disimplij) Langroez Langroez 547,905
Ti-gar serret (disimplij) Elven An Elven 554,370
Porzh-houarn Gwened Gwened 565,755
Ti-gar Santez-Anna Plunered 581,996
Porzh-houarn An Alre
Linennoù davet Kiberen ha Pondi
An Alre 584,946
Ti-gar Landaol-Mendon Landaol ha Lokoal-Mendon 594,110
Ti-gar Landevant Landevant 598,216
Ti-gar Prederion Prederion 604,120
Porzh-houarn Henbont Henbont 611,260
Porzh-houarn An Oriant
Linennoù a 4,6km betek porzh an Oriant
An Oriant 619,447
Ti-gar Yestael Yestael 628,310
Porzh-houarn Kemperle Kemperle 639,694
Ti-gar Mellag - An Treou-Kernev Mellag - An Treou-Kernev 645,340
Ti-gar Banaleg Banaleg 653,987
Porzh-houarn Rosporden
Linenn davet Konkerne
Linenn davet Karaez (serret)
Rosporden 664,604
Ti-gar Sant-Ivi Sant-Ivi 672,050
Porzh-houarn Kemper
Linenn evit Pont-'n-Abad
Linenn davet Douarnenez (serret)
Kemper 684,794


Testenn e galleg da dreiñ e stumm evezhiadenn da-heul..

Ekipamant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tredanaet eo bet al lodenn etre Kemper ha Savenneg e 1991 (1992 evit Yestael-Kemper) gant ar mod 25 kV - 50Hz (fr). Implijet e vez ar Reizhiad Emgefre a Aotre Strizhik (fr) war al lodenn-mañ. Implijet e vo a benn nebeut war holl al linenn a drugarez d'al labourioù graet gant ar rannvro (gwelet ar pennad Istor/Obererezh)[2].

Trenioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trenioù "bibi" (anv rummad : B 82500 (fr)) a c'hell mont gant tredan pe war diesel. E-giz-se eo kinniget beajoù end-eeun eus An Naoned da Vrest abaoe 2010.


Tremenerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Linennoù meur o tremen :
  • Linennoù THR Breizh :
    • 02 : Roazhon - Gwened - An Oriant - Kemper
    • 03 : Brest - Kemper - An Oriant - Gwened - Redon - Naoned
    • 04 : Roazhon - Redon - Naoned
    • 12 : Gwened - An Oriant
    • 18 : An Oriant - Kemper
    • 19 : Redon - Gwened
    • 31 : Brest - Kemper


Tremenerezh e 2008[3].


Daveenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 Kinnigoù evit ur programm hent-houarn breton (e galleg)
  2. Gérard Blier, Nouvelle Géographie ferroviaire de la France, Tome 2 : L'organisation régionale du trafic, 1993, éd. La Vie du Rail.
  3. Sellva an treuzdougerezh e Breizh

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Porched hentoù-houarn Breizh
Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an hentoù-houarn Breizh.
Porched an treuzdougerezh – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn an treuzdougerezh.