Gant ar ger Hertz e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Hertz (disheñvelout).
Ur bondon La3, 440Hz
An hertz (arouez : Hz) eo an unanenn deveret eus ar Reizhiad Etrebroadel (SI) evit muzuliañ an frekañsoù, da lavarout eo an niver a dalmoù pe luslelladoù dre eilenn. Kevatal eo an hertz gant un talm pe ul luskellad dre eilenn (s-1, 1/s).
50 Hz eo frekañs red pebeilat rouedad an tredan 230V en Afrika, en Azia hag en Europa, da lavarout eo e vez tuginet bleinegezh (+ pe -) ar bonnoù 50 wezh bep eilenn. Ur frekañs a 50 Hz a dalv ez eus 100 kemm dre eilenn, pep bonn a vez muiel (+) 50 gwezh ha leiel (-) 50 gwezh bep eilenn.
Muzuliet e vez uhelder ar sonioù gant an niver a zaskrenoù dre eilenn (e-touez traoù all). An notenn sonerezh La3 dave a dalm da 440 Hz ; ar frekañs-se eo a vez roet gant ar bondon, ar c'hentonerioù elektronek ha gant ton ur pellgomzer.
Gouest eo divskouarn un den yac'h da glevout sonioù en ur skalfad ker boud ha 20 Hz ha ker skiltr ha 20 kHz (20 000 Hz).
Skignet e vez ar gwagennoù skingomz e moduladur frekañs war ur vandenn etre 80 MHz ha 108 MHz (80 x 106 – 108 x 106 Hz).
E penn-kentañ ar bloavezhioù 1980, kewerier un urzhiataer hiniennel a dalme etre 1 MHz hag 8 MHz. Hiziv an deiz (2019), un urzhiataer hezoug boutin a dalm da 2 GHz (2 x 1012 Hz), da lavarout ur c'helchiad diazez 0,5 ns.
Etre 400 THz (400 x 1012Hz) ha 484 THz (480 x 1012Hz eo frekañs ar gouloùruz zo ).