Mont d’an endalc’had

Kilo

Eus Wikipedia

Kilo-, aroueziet dre k, eus ar gresianeg χίλιοι chilio "mil", zo ur rakger eus an SI (Système international d'unités) a dalv da lieskementiñ un niver bennak dre 103, da lavaret eo dre vil (1 000) ; da skouer : mil metr eo ur c'hilometr : 1 km = 1 000 m.

Abaoe 1795 e veze implijet ar rakger kilo-, eus ar gresianeg ἑκατόν hekatón "kant". E 1960 e voe degemeret gant ar Bureau International des Poids et Mesures (BIPM). [1]

Paot eo komz eus hedoù gant ar ger kilometr er yezh pemdez, hogen berraet e vez kilogram e "kilo" hepken peurliesañ.

Er stlenneg e reer gant kilobitoù (kbit) ha kiloeizhbitoù (kB, eus ar saozneg kilobyte) ; daou ster zo d'an unanennoù-se, hervez ma vuzulier dre niveroù en diaz 10 (10n) pe en diaz 2 (2n).

An SI a laka ar rakger kilo- da dalvezout rik kement ha lieskementiñ dre 1 000 ; neuze, 1 kbit = 1 000 bit hag 1 kB = 1 000 eizhbit (8 000 bit)[2]. Ne c'heller neuze implijout ar rakger kilo- nemet pa gomzer eus pakadoù 1 000 bit pe 1 000 eizhbit, da skouer evit muzuliañ kas ul liamm etre daou ardivink : ul liamm 900 kbit/s a dreuzkas 900 000 bit dre eilenn, unan 900 kB a dreuzkas 7 200 000 bit/s. En diaz 10 e vez ar c'hementadoù-se.

En diaz 2 eo e vuzulier endalc'h ur bladenn galet pe ment ur restr stlennegel. En degouezh-se e talvez kilo- kement ha 1 024 (210) e-lec'h 1 000 (103). Neuze : 1 kilobit = 1 000 bit en diaz 10 ha 1 024 bit en diaz 2 ; 1 kiloeizhbit = 8 000 bit en diaz 10 ha 8 192 bit en diaz 2.

Evit diskoulmañ ar gudenn-se ez eo bet kinniget gant an International Electrotechnical Commission (IEC), a-gevret gant an SI, erbediñ ur rummad rakgerioù spesadel ouzh ar stlenneg ; kibi- (Ki) eo ar rakger a dalv evit 1 024 : 1 kibibit (Kibi) = 210 bit = 1 0241 bit = 1 024 bit hag 1 kibieizhbit (KiB) = 1 024 eizhbit = 8192 bit.

  1. (fr) Résolution 12 de la 11e CGPM (1960) @ Conférence générale des poids et mesures. Kavet : 16 Kzu 24.
  2. (fr) BIPM : Brochure sur le SI : Le Système international d'unités, 2024, p. 31. Kavet : 16 Kzu 24.