Rakgerioù ar sistem unanennoù etrebroadel
Ober a ra ar sistem unanennoù etrebroadel gant rakgerioù a c'hell bezañ lakaet dirak an holl unanennoù evit o lieskementiñ.
Taolenn ar rakgerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]10 N | Rakger | Simbol | Niver |
1024 | yota | ||
1021 | zeta | ||
1018 | egza | ||
1015 | peta | ||
1012 | tera | ||
109 | giga | Miliard | |
106 | mega | Milion | |
103 | kilo | Mil | |
102 | hekto | Kant | |
101 | deka | Dek | |
100 | unanenn | Unan | |
10−1 | desi | Dekvedenn | |
10−2 | santi | Kantvedenn | |
10−3 | mili | Milvedenn | |
10−6 | mikro | Milionvedenn | |
10−9 | nano | Miliardvedenn | |
10−12 | piko | ||
10−15 | femto | ||
10−18 | ato | ||
10−21 | zepto | ||
10−24 | yokto |
Da skouer:
5 × 10−2m | 5 × 0,01 m | 0,05 m | ||||
3 × 106W | 3 × 1 000 000 W | 3 000 000 W |
Notenn : Ne vez ket graet gant ar sistem degel (diaz 10) en urzhiataerezh, met gant ar sistem binarel (diaz 2). Setu e tremener eus an eil unanenn d'eben dre lieskementiñ dre 210, pe c'hoazh 1024. Ne vez ket graet gant ar rakgerioù deka hag hekto en dachenn-se.
Emdroadur ar rakgerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-barzh deved an 18 germinal An III (7 ebrel 1795) e oa lodenn ar rakgerioù miria ha mirio eus rakgerioù ar sistem degel nevez (e-kichen al lieskementoù kilo-, hekto- ha deka-, hag ar ranngementoù desi-, santi- ha mili-). Talvezout a raent a-getep dek mil ha un dekmilvedenn. Implijet e voent betek 1960.
Gant an 11vet Conférence générale des poids et mesures (CGPM) e voe savet evit ar wezh kentañ e 1960 ur roll ofisiel eus rakgerioù ar sistem etrevroadel ne oa ket mui miria- ha mirio- ennañ. E 1960 e oa an daouzek rakger ofisiel: « tera-, giga-, mega-, kilo-, hekto- ha deka-, hag ivez desi-, santi-, mili-, mikro-, nano- ha piko- ».
- Gant an 12vet CGPM (1964) e voe lakaet « femto- hag ato- » ouzhpenn.
- Gant an 15vet CGPM (1975) e voe lakaet « peta- hag egza- » ouzhpenn.
- Gant an 19vet CGPM (1991) e voe lakaet « zeta-, zepto- ha yota-, yokto- » ouzhpenn.
Gerdarzh ar rakgerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur ster espleg a zo d'ar rakgerioù kentañ:
- orin gresianek evit al lieskementoù : deka (deka-) a sinifi « dek », hekaton (hekto-) a sinifi « kant », khilihoi (kilo-) a sinifi « mil », murias (miria-) a sinifi « dek mil ».
- orin latin evit ar ranngementoù : decem (desi-) a sinifi « dek », centum (santi-) a sinifi « kant », mille (mili-) a sinifi « mil ».
Savet eo bet ar rakgerioù da heul diwar gerioù a vez anvet traoù bras pe bihan ganto :
- bras : e gresianeg, megas (mega-) a sinifi « bras », gigas (giga-) a sinifi « ramz », teras (tera-) a sinifi « euzhvil » ;
- bihan : mikros (mikro-) a sinifi « bihan » e gresianeg, nanus (nano-) a sinifi « korr » e latin, piccolo (piko-) a sinifi « bihan » en italianeg.
Savet eo bet ar lieskementoù da heul diwar an heñvelder a zo etre tera ha tetra (pevar e gresianeg), hag ivez dre m'eo 1012 = 1 0004 ; setu ez int sifroù gresianek o deus kollet pe gounezet ul lizherenn:
- penta → peta-
- hegza → egza-
- okta → yota- ha yokto-
Rakgerioù all a oa bet savet er memes mod (hepta → hepa, okta → ota, nav e gresianeg → nea, deka → dea) met n'o deus ket bet biskoazh statud ofisiel ebet.
- Femtem (femto-) a sinifi 15 e daneg (evit 1015).
- Zeta- ha zepto-, en diwezh, a zeu eus ar ger gallek sept peogwir e talvezont 1000±7.