Mont d’an endalc’had

Giga

Eus Wikipedia

Giga-, aroueziet dre G, zo ur rakger eus an SI (Système international d'unités) a dalv da lieskementiñ un niver bennak dre 109, da lavaret eo dre ur milmilion ; da skouer : 1 G€= 1 000 000 000 a euroioù.

Eus ar gresianeg γίγας gígas "ramzel" e teu an anv. E 1960 e voe degemeret gant ar Bureau International des Poids et Mesures (BIPM). [1]

Er stlenneg e reer gant gigabitoù (Gbit) ha gigaeizhbitoù (GB, eus ar saozneg gigabyte) ; daou ster zo d'an unanennoù-se, hervez ma vuzulier dre niveroù en diaz 10 (10n) pe en diaz 2 (2n).

An SI a laka ar rakger giga- da dalvezout rik kement ha lieskementiñ dre ur milmilion ; neuze, 1 Gbit = 1 milmilion a vitoù hag 1 MB = 1 milmilion a eizhbitoù (8 milmilion a vitoù)[2]. Ne c'heller neuze implijout ar rakger giga- nemet pa gomzer eus pakadoù 1 milmilion a vitoù pe 1 milmilion a eizhbitoù, da skouer evit muzuliañ kas ul liamm etre daou ardivink : ul liamm 1 Gbit/s a dreuzkas 1 000 000 000 bit dre eilenn, unan 5 GB a dreuzkas 40 000 000 000 bit/s. En diaz 10 e vez ar c'hementadoù-se.

En diaz 2 eo e vuzulier endalc'h ur bladenn galet pe ment ur restr stlennegel. En degouezh-se e talvez giga- kement ha 1 073 741 824 (230) e-lec'h 1 000 000 000 (109). Neuze : 1 Gbit = 1 000 000 000 bit en diaz 10 ha 1 073 741 824 bit en diaz 2 ; 1 GB = 8 000 000 000 bit en diaz 10 ha 8 589 934 592 bit en diaz 2.

Evit diskoulmañ ar gudenn-se ez eo bet kinniget gant an International Electrotechnical Commission (IEC), a-gevret gant an SI, erbediñ ur rummad rakgerioù spesadel ouzh ar stlenneg ; gibi- (Gi) eo ar rakger a dalv evit giga- er stlenneg ; eus gibibitoù (Gibit) ha gibieizhbitoù (GiB) e komzor neuze.

  1. (fr) Résolution 12 de la 11e CGPM (1960) @ Conférence générale des poids et mesures. Kavet : 16 Kzu 24.
  2. (fr) BIPM : Brochure sur le SI : Le Système international d'unités, 2024, p. 31. Kavet : 16 Kzu 24.