Mont d’an endalc’had

Hecto

Eus Wikipedia

Hecto-, aroueziet dre h, zo ur rakger eus an SI (Système international d'unités) a dalv da lieskementiñ un niver bennak dre 102, da lavaret eo dre gant (100).

Abaoe 1795 e veze implijet ar rakger hecto-, eus ar gresianeg ἑκατόν hekatón "kant". E 1960 e voe degemeret gant ar Bureau International des Poids et Mesures (BIPM). [1]

Hekto- eo stumm brezhonek skrivet ar rakger, peogwir n'emañ ket al lizherenn « c » el lizherenneg ; da skouer : kant metr eo un hektometr : 1 hm = 100 m.