Lizherenneg ar brezhoneg

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Lizherenneg ar brezhoneg he deus kemmet meur a wech en istor, hervez ar c'heriadurourien hag ar yezhadurourien.

  • er XVIIvet kantved eo bet degaset al lizherenn c'h
  • en XIXvet kantved eo bet degaset implij a-vras al lizherenn k e-lec'h c ha q(u) (betek neuze ne veze implijet nemet nebeut dirak "e" hag "i", aliesoc'h dirak "n" (knech), ha tost bepred evit ker (kêr) hag un nebeud gerioù all.)[1]
  • en XXvet kantved
    • eo bet degaset ar zh, ha n'emañ ket e lizherenneg ebet, ha koulskoude e vez sellet outi evel ul lizherenn gant tud zo (er c'hoari skrabell da skouer).
    • eo bet addegaset al lizherenn c .

Lizherenneg Hemon-Huon-Favereau[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sed amañ al lizherenneg hervez m'he c'haver e Geriadur Hemon-Huon ha Geriadur Favereau e 2011, hag abaoe ar bloavezhioù 1980 :

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg
A a B b Ch c C'h c'h D d E e F f G g H h I i J j K k L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

Met urzhioù all zo bet a-raok, hag a zo bet abaoe.

An urzh ABK[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar memes lizherennoù a gaver en un urzh all e Yezhadur bras ar brezhoneg, gant Frañsez Kervella :

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg hervez Yezhadur bras ar brezhoneg
A a B b K k D d E e F f G g H h Ch ch C'h c'h I i Y y J j L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Z z

An urzh-se ivez a veze kavet

An urzh ABC[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul lizherenn ouzhpenn, c, a zo bet lakaet e Geriadur an Here e 1995, hag an urzh a zo neuze:

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg hervez Geriadur an Here,
A a B b C c Ch ch C'h c'h D d E e F f G g H h I i J j K k L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

Hep ch na c'h[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un urzh all zo c'hoazh, gant c met hep ch na c'h, e-barzh La grammaire bretonne pour tous, gant Eugène Chalm.

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg hervez Yezhadur Chalm,
A a B b C c D d E e F f G g H h I i J j K k L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En deskadurezh n'eus urzh ofisiel ebet. Koulskoude ez eus kaoz da ober unan e Diwan a vo goulennet digant ar skolaerien implij.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Arzel Even, Istor ar yezhoù keltiek, Hor Yezh, p. 118