- 7 a viz Ebrel 1855 : dre un dekred digant an impalaer Napoléon III e voe fiziet savidigezh ul linenn hent-houarn 1 forzh hepken etre Roazhon ha Redon d'an embregerezh Compagnie des chemins de fer de l'Ouest (CCFO)[1].
- 21 a viz Gwengolo 1862 : digoradur al linenn[2].
- 1881 : un eil forzh a voe staliet etre Merzhereg ha Redon [3].
- 1913 : heñvel a voe graet en troc'had Roazhon-Bruz.
- 1914 : heñvel en troc'had Bruz-Mezeg.
- 1928 : heñvel en troc'had Mezeg-Merzhereg ; daou forzh a voe penn-da-benn d'al linenn neuze[3].
- 2014-15 : nevesaet e voe ar forzhioù a-hed 110 km etre Sant-Jakez-al-Lann hag Avezeg.
- 2018 : evit prientiñ digoradur an tremenerezh TGV Brezih – Broioù al Liger e voe kemmet kemennerezh al linenn, eus ar reizhiad BAPR d'ar reizhiad BAL, ar pezh en deus dilamet ur 7 munutenn bennak diouzh pad pep beaj penn-da-benn hag aotreet muioc'h a drenioù da dremen.
| Ehan | Kumun | PK |
Roazhon | | 373,250 (0,000) |
Sant-Jakez-al-Lann (ti-gar ebet ken) | | 378,709 (5,459 |
| • Ker Lann (ti-gar ebet) | Bruz | 382,008 (8,758) |
Bruz (ti-gar ebet ken) | 383,901 (10,651) |
Lalieg (ti-gar ebet) | Gwizien | 390,697 (17,447) |
Gwizien – Gwikomm (ti-gar ebet ken) | 394,915 (21,665) |
Sant-Senour – Plegastell (ti-gar ebet) | Sant-Senour | 399,468 (26,218) |
Plegastell (ti-gar ebet ken) | | 403,144 (29,894) |
Gwipri-Mezeg | | 410,279 (37,029) |
Fougeray-Landegon (ti-gar ebet ken) | Landegon | 421,595 (48,345) |
Bellae (ti-gar ebet ken) | Gwenvenez-Penfaou | 425,865 (52,615) |
Merzhereg (ti-gar ebet ken) | | 430,417 (57,167) |
| • Avezeg (ti-gar ebet) | | 436,947 (63,697) |
Redon | | 444,450 (71,200) |
- (fr) Nennig,Jean-Pierre. Le chemin de fer de Bretagne-Sud. Pornizhan : JPN Éditions, 2010 (ISBN 978-2-9519898-5-6).