Gwizien
Gwizien | ||
---|---|---|
![]() An ti-kêr. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Gischen | |
Anv gallek (ofisiel) | Guichen | |
Bro istorel | Bro Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Redon | |
Kanton | Gwizien (pennlec'h) | |
Kod kumun | 35126 | |
Kod post | 35580 | |
Maer Amzer gefridi | Dominique Delamarre 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kampoullennoù Breizh-Uhel Kumuniezh (sez) | |
Bro velestradurel | Bro Traoñiennoù ar Gwilen | |
Lec'hienn web | www.guichenpontrean.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 8 763 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 204 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 90 m bihanañ 7 m — brasañ 107 m | |
Gorread | 42,99 km² | |
kemmañ ![]() |
Gwizien (Guichen e galleg) a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Gwizien e departamant Il-ha-Gwilen.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 20 kilometr er mervent da Roazhon emañ, ha bevennet eo gant teir stêr : ar Gwilen, ar C'hanud hag ar Sec'h.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stummoù skrivet ː[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie ː Guischen, 1101; Guichenium, 1122; Guicheim, 1122; Guichein, 1185; Guichen, 1271, XVIvet; Guichan ,1630
Gerdarzh ː[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hervé Abalain ː anv-sant e-unan.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En aour, e ziv wezenn-sapr c'heotet, e dintenn en argant balirant; e gab en glazur karget gant peder brizhenn ginerminig en aour
Awenet diouzh ardamezioù familh du Bouëxic (XVIvet) hag e zouge pin pe beuz.
Bet degemeret gant Kuzul ar Gumun an 19 Ebrel 1999[2].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Jehanin e anv, ha daou gure, Taillard ha Marot[3].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 126 gwaz ag ar gumun gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,86% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
Repuidi Brezel Spagn e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Degemeret e voe meur a diegezh repuidi er gumun[5].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas 29 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[4].
- D'ar 15 a viz Genver 1943 e kouezhas un nijerez Halifax, marilhet DG285 ha kodet MA-X, eus ar 161st Sqdn Royal Air Force. Volunteer Reserve eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force) e "Le Tertre" e Gwizien gant seizh nijour en he bourzh; lazhet e voent holl, douaret int e Bered ar Reter e Roazhon[6].
- D'ar 25 a viz Mae 1943 e kouezhas ur c'harr-nij Junkers Ju 88 D-1 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) e "Les Terres" e Gwizien; lazhet e voe e bevar nijour, douaret int e Mont-de-Huisnes[7].
Brezel Korea[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
Meurzh 1983 | Mae 2020 | Joël Sieller | Tu-dehou | Ijinour |
Mae 2020 | → bremañ | Dominique Delamarre | Tu-dehou | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
d'Acigné[11] aotrounez la Lande ha La Grézillonnaye |
En erminoù e dreustell zivouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour
Sturienn ː Neque terrent monstra |
![]() |
de Bagatz,
aotrounez al lec'h se, e Gwizien |
En argant e lammell en gul |
![]() |
de Bagatz,
alias / neuz all |
En glazur hadet gant kanochennoù en argant; e c'housourin en erminoù |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hervé Abalain : Les noms de lieux bretons. Les Universels Gisserot. 2000
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Michel Froger et Michel Pressensé : Armorial des communes des Côtes d'Armor et Ille et Vilaine. 2008.
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, p.18
- ↑ 4,0 ha4,1 [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Isabelle Le Boulanger, L'Exil espagnol en Bretagne 1937-1940, Coop Breizh, 2016, pajenn 290
- ↑ Pertes RAF
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ [2]
- ↑ [3]
- ↑ [4]
- ↑ Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. 1890