Bruz
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Bruz | ||
---|---|---|
![]() Ar Boel. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Brutz | |
Anv gallek (ofisiel) | Bruz | |
Bro istorel | Bro-Roazhon | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Roazhon | |
Kanton | Bruz (pennlec'h) | |
Kod kumun | 35047 | |
Kod post | 35170 | |
Maer Amzer gefridi | Philippe Salmon 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | Roazhon Meurgêr | |
Bro velestradurel | Bro Roazhon | |
Lec'hienn web | http://www.ville-bruz.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 18 516 ann. (2018)[1] | |
Stankter | 618 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 12 m — brasañ 99 m | |
Gorread | 29,95 km² | |
kemmañ ![]() |
Bruz a zo ur gumun eus Breizh e departamant Il-ha-Gwilen.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Sec'h a gember gant ar Gwilen e Bruz.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stummoù skrivet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ogée (1780) : "Brutz. Ar barrez se e oa anvet gwechal Saint-Armel".
- Marteville et Varin (1843) : Brutz.
- Erwan Vallerie (1995) : "Brud, 1066; Breuth, 1084; Bruxa, 1164; Breuz, 1247; Brutz, 1779".
- Hervé Abalain (2000) : "Brud e 1067, Bruxa e 1164"
- Daniel Delattre (2004) : "Breud meneget e-kerzh XIè".
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Hervé Abalain (2000) : « kinnig a ra da dostaat ouzh ar galianek brucos / brucus, brug ».
- Dauzat et Rostaing (1960-1978) : « pourrait être un *brucius, dérivé du gaulois brucus, bruyère. Voir Bruch ».
- Embannadurioù Flohic : « de bruyère ou du nom celtique brug, "buisson", ou, par déformation, de breiz, "Bretagne ».
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
"benet etre gwad ha sabel, ur c'houwifrell kommek en glazur, balirant war al lodennadur; ar c'hentañ karget gant ur vroennenn brug geotet, an eil gant ur groaz brezel 1939-1945 gant ur steredenn en arc'hant alaouret; e gab en erminoù"
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 4 a viz Gouere 2011 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 2003[2].
- E distro-skol 2019 e oa 135 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (6,8 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[3]
Prizioù dazont ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 2012 e oa bet roet da di-kêr Bruz priz kentañ "Prizioù dazont ar brezhoneg", rummad “Strollegezhioù” gant Ofis Publik ar Brezhoneg.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Sonj e vez ha penn-lec'h kentañ en em gave e Sant-Armel. [4] Cheñchet e vije plas dezhañ goude tan 1529. [5]
XVIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Er bloaz 1529, daou ofiser an arme saoz staliet Bruz e oant lazhet gant kouerien ar vro e-keit e oant o vale. Adalek an deiz war lec'h ar soudarded a lakas o krabanoù war ar vuntrerien, e grougas tri anezhi, hag a lakas tan e-barzh ar bourg. [6]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 110 gwaz ag ar gumun gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,91% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911 [7].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Mervel a reas trizek den eus ar gumun abalamour d'ar brezel, hep kontañ an dud nann-soudard marvet abalamour d'ar bombezadeg c'hoarvezet e 1944 [8].
- D'ar 4 a viz Du 1943 e kouezhas un nijerez Junkers Ju 88D-1 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) gant pevar nijour en e vourzh e "Pierrefitte" e Bruz; lazhet e voe he fevar nijour, douaret int e Mont-de-Huisnes[9].
- Bombezet e voe Bruz d'ar sul 7 a viz Mae 1944 gant ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet): 183 den nann-soudard a voe lazhet er vourc'h [10]. An deiz se e oa sul komunion bras (pask kentañ).
- D'ar 7 a viz Even 1944 e kouezhas ur c'harr-nij B-24H (anvet "Box Car", marilhet 42-52624 ha kodet R5-M) eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e "La Rabine" e Bruz; seizh nijour a voe lazhet (pemp anezhe a zo douaret e Brittany American Cemetery e Montjoie-Saint-Martin e departamant Manche e Bro-C'hall), an tri all –daou anezhe a oa bet gloazet– a voe tapet d'an Alamaned[11].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: c'hwec'h soudard a varvas.
- Brezel Aljeria: ur milour a varvas.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
16 février 1790 | 17XX | Mathurin Leroy | - | |
1808? | 1823? | Joseph Drouet de Montgermont (1757-1823) | - | - |
184X | 184X | Josse | - | Alvokad |
186X | 186X | Armand de la Durantais | - | Kuzulier-departamant |
18XX | 1919 | Hippolyte Bousquet | Strollad republikan | - |
1919[13] | 1944 | François Joly (1872-1944) | Républicains indépendants | Kannad (1936-1942) Mezeg. |
1950 | 1960 | Joseph Jan | Dehou diseurt | - |
1960 | 1989 | Alphonse Legault | Dehou diseurt | - |
1989 | 2008 | Robert Barré | UDF | Kuzulier-departamant Bankour |
2008 | 2014 | Philippe Caffin | Kleiz diseurt | |
2014 | 2020 | Auguste Louapre | Dehou diseurt | |
2020 | → bremañ | Philippe Salmon[14] | Kleiz diseurt | |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
la Bizaie : En argant e c'hudon en sabel
Aotrouien de la Rivière. [PPC] (ardamezioù kanus. e galleg ː Bizet = pigeon) | |
Champion de Cicé | |
du Hallay | |
Maczon / Le Masson | |
Pan |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Div Yezh Bruz
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019
- ↑ J.B. Ogée. 1780
- ↑ Marteville & Varin, 1843
- ↑ Ogée. op. cit.
- ↑ [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ [2] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Pertes Luftwaffe
- ↑ [3]
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ Cassini hag EBSSA
- ↑ Les élections des maires : arrondissement de Rennes, L'Ouest-Éclair, 11 Kerzu 1919, n° 7269.
- ↑ (fr) Glen Recourt, « Municipales à Bruz. Un vote unanime et une absence polémique », Ouest-France, 27 Mae 2020.