Mezeg (kumun)
Mezeg | ||
---|---|---|
![]() An ti-kêr. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Meczac | |
Anv gallek (ofisiel) | Messac | |
Bro istorel | Bro Roazhon | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Redon | |
Kanton | Redon | |
Kod kumun | 35176 | |
Kod post | 35480 | |
Maer Amzer gefridi | Thierry Beaujouan 2014-2015 | |
Etrekumuniezh | Kampoullennoù Breizh-Uhel Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Traoñiennoù ar Gwilen | |
Lec'hienn web | www.messac35.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 991 ann. (2013)[1] | |
Stankter | 172 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 11 m bihanañ 3 m — brasañ 89 m | |
Gorread | 41,64 km² | |
kemmañ ![]() |
Mezeg a oa ur gumun eus Breizh e Kanton Redon e departamant Il-ha-Gwilen.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
IXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 843, Emgann Mezeg: trec'h Renaud war Hasting, Lambert Naoned ha Nevenoe.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 119 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,41 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 20 den ag ar gumun a varvas abalamour d'ar brezel[3].
- D'ar 16 a viz Gwenholon 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F (anvet "Battlin Bobbie", marilhet 42-29876 ha kodet FR-B) eus aerlu SUA (United States Army Air Forces) e "La Férandais" e Mezeg; eizh nijour eus e laz a zeuas a-benn da achap, an daou vilour all a voe tapet gant an Alamaned[4].
- Dieubet e voe Mezeg d'an 3 a viz Eost 1944 gant ar 6th Armored Division eus lu SUA[5].
- En noz etre ar 4 hag ar 5 a viz Eost 1944 e kouezhas ur c'harr-nij Lysander marilhet BZ262 ha kodet RH-O eus ar 161st Squadron Royal Air Force Volunteer Reserve eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet e "La Patouillais" e Mezeg gant daou zen en e vourzh, ar sturier breizhveuriat hag ur Gall, penn eus ar Rezistañs en Indre-et-Loire; lazhet e voent o-daou, douaret e voent e bered ar gumun, met ar Gall a voe kavet e identelezh e 1946 hag e gorf a voe rentet d'e familh; da gentañ e voe kredet e oa bet taolet al Lysander d'an diaz gant ur c'harr-nij-chaseal noz alaman Messerschmitt, met n'eus roud ebet eus an darvoud e dihelloù an aerlu alaman (Luftwaffe), padal e oa bet diskaret ur c'harr-nij en noz-se gant un nijerez Mosquito eus ar Royal Air Force: en em vanket e-vije laz ar Mosquito, o krediñ tennañ ouzh un Henschel 126 alaman[6],[7].
- D'ar 16 a viz Mae 1945 e voe kavet korf un den eus ar gumun, ezel eus ar Rezistañs, bet boureviet, lazhet ha mañsonet d'an 13 a viz Gouere 1944 gant al lu alaman e kreñvlec'h Pentevr e Sant-Pêr-Kiberen[8].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: ur soudard a varvas e miz Du 1947 e Saigon e Viet-Nam.
- Brezel Aljeria: mervel a reas daou vilour.
XXIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'ar 17 a viz Mezheven 2015 e voe votet kendeuziñ ar gumun gant hini Gwipri evit sevel kumun Gwipri-Mezeg, staliet d'ar 1añ a viz Genver 2016[9].
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
1 |
Hollad | 1 |
Ur c'harrnijour e oa. Marvet eo d'ar 5 a viz Eost 1944 pa voe diskennet e garr-nij (Lysander V9748, marilhet MA-D) e La Patouillais, e kumun Mezeg, e-pad an Eil Brezel Bed. Tennet e voe outañ dre fazi gant ur c'harr-nij arall eus Aerlu ar Rouantelezh-Unanet[10],[11].
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Memorial Genweb Monumant ar re varv
- ↑ Pertes USAAF
- ↑ [1]
- ↑ Pertes RAF
- ↑ (fr) Luc'hskeudennoù ha resisadurioù
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 329
- ↑ Lec'hienn ar c'hendeuziñ
- ↑ Pertes RAF, département d'Ille-et-Vilaine
- ↑ Commonwealth War Graves Commission