Sant-Pêr-Kiberen
Sant-Pêr-Kiberen | ||
---|---|---|
![]() Roc'h Toull Porzh Gwenn. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Saint-Pierre-Quiberon | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | an Oriant | |
Kanton | Kiberen | |
Kod kumun | 56234 | |
Kod post | 56510 | |
Maer Amzer gefridi | Laurence Le Duvéhat 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | an Alre Kiberen Douar Atlantel | |
Bro velestradurel | Bro an Alre | |
Lec'hienn web | Lec'hienn ofisiel an ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 145 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 284 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 10 m bihanañ 0 m — brasañ 26 m | |
Gorread | 7,54 km² | |
kemmañ ![]() |
Sant-Pêr-Kiberen a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Kiberen e departamant ar Mor-Bihan.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Implijet e voe Kreñvlec'h Pentevr da gamp-prizonidi alaman gant al lu gall e 1917.
- 52 waz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 2,46 % eus he foblañs e 1911[4].
- Fuzuilhet e voe ur milour breizhat bet ganet er gumun gant al lu gall d'ar 7 a viz Gwenholon 1916.
Eil brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Fuzuilhet e voe ur gwaz eus ar gumun e Landordu e Berne, d'ar 6 a viz Gouhere 1944 abalamour d'e berzh er Rezistañs; barnet e oa bet d'ar marv gant lez-varn al Lu alaman Ar Faoued[5].
- Prizoniet e voe tud eus ar Rezistañs e Kreñvlec'h Pentevr gant al lu alaman e 1944. D'ar 16 a viz Mae 1945 e voe kavet 52 gorf eus tud ar Rezistañs ennañ. Boureviet, mañsonet ha lazhet e oant bet gant al lu alaman d'an 13 a viz Gouere 1944 gant al lu alaman, unan anezhe a oa eus ar gumun. Pevar anezhe a zo chomet dianav. Korfoù all a voe kavet diwezhatoc'h[6].
- Mervel a reas 27 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[7].
- E Sankenn an Oriant edo ar gumun[8].
- Dieubet e voe ar gumun d'an 10 a viz Mae 1945 goude emzaskoridigezh an Alamaned[9].
Brezelioù didrevadenniñ
- Mervel a reas tri milour e Brezel Indez-Sina[10].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumantoù ar re varv.
Peulvanoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kreñvlec'h Pentevr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Savet e voe Kreñvlec'h Pentevr en XVIIIvet kantved.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pevarzek kêriadenn zo : Pentevr, Porzhivi, Kerhostin, Runaron, Ar Roc'h, Keraod, Kergroix, Kermazhev, Kerdavid, Keridenvel, Kerbourgneg, Kervihan, Kerboulevin hag Ar Rohu (gant Rohu Bihan ha Rohu Bras).
- En tu bae ez eus dek traezhenn : Pentevr (Bae), Kerhostin, Lizeau, Poull Perneau, Porzh Orañjez, Kermazhev, Kerbourgneg, Beg Rohu, Rohu Bihan,Rohu Bras.
- En tu ar mor ez eus teir zraezhenn : Pentevr (Meurvor), Kastell Ruz hag Ar Foso. War an Aod Gouez ez eus peder zraezhenn : Porzh-Gwenn, Porzh Bara, Porzh Ru ha Porzh Pichon. Koulskoude ez eo difennet groñs kouronkañ war ar traezh-mañ.
Pentevr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur gêriadenn e norzh Sant-Pêr-Kiberen eo Pentevr. En norzh emañ koad Kiberen, er sav-heol, bae Kiberen, er c'huzh-heol ar mor hag er su, emañ kêriadenn Kerhostin.
Dezougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An Hent-houarn Kiberen An Alre a dreuz ar gumun.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll maered ar gumun | ||
amzer gefridi | Anv | strollad |
---|---|---|
2008-2014 | Geneviève Marchand | (Strollad Sokialour Gall) |
2001-2008 | Geneviève Marchand | (Strollad Sokialour Gall) |
1980-2001 | Jean-Michel Kervadec |
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Justin Louis Lohro (1892-7 a viz Gwenholon 1916), soudard breizhat, barnet da varv evit bout dilezet e bost ha dizertet a-dal d'an enebour, bet fuzuilhet gant al Lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ e departamant Oise (Bro-C'hall)[11].
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 14
- ↑ memorialgenweb – Monumant ar re varv
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 21 ha 22
- ↑ René Le Guénic, Morbihan -Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 322-329
- ↑ memorialgenweb – Monumant ar re varv
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 587
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 622
- ↑ memorialgenweb – Monumant ar re varv
- ↑ Ouest-France, d'al Lun 4 a viz Du 2013, pajennoù "An Oriant". Kavet e voe e vez e 2010 hepken
Rummadoù:
- Kumunioù ar Mor-Bihan
- Kumunioù bet krouet er Mor-Bihan e-pad an XIXvet kantved
- Soudarded vreizhat bet fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ
- Ar Brezoneg er Skol
- Tud lakaet d'ar marv gant al lu alaman e kreñvlec'h Pentevr e 1944
- Tud lakaet d'ar marv gant al lu alaman e Berne e 1944
- Sankenn an Oriant