Ar Faoued
(Adkaset eus Ar Faoued (Mor-Bihan))
Gant ar ger Ar Faoued e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Ar Faoued (disheñvelout).
Evit ar gumun en Aodoù-an-Arvor, gwelet ar Faved.
Ar Faoued | ||
---|---|---|
Chapel santez Barban | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Le Faouët | |
Bro istorel | Bro-Gernev | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Pondi | |
Kanton | ar Faoued (betek 2015) Gourin (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 56057 | |
Kod post | 56320 | |
Maer Amzer gefridi | André Le Corre 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Roue Morvan Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Kornôg Kreiz Breizh | |
Lec'hienn web | www.lefaouet.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 800 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 82 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 152 m bihanañ 53 m — brasañ 202 m | |
Gorread | 34,03 km² | |
kemmañ ![]() |
Ar Faoued a zo ur gumun eus Breizh e Bro-Gernev, e kanton Gourin e departamant ar Mor-Bihan. Penn kanton e oa betek 2014.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar Stêr-Laeron hag an Ele a gember etre Lannejenn hag ar Faoued.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
En argant e bemp gwerzhidenn en gul peuliet ha kenstag.[2] |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun ar Faoued e 1790[3]. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet ar Faoued da benn ur c'hanton, hini ar Faoued, ha da benn ur bann, Bann ar Faoued[4], seizh kanton ennañ: ar Faoued, Berne, Gourin, Langoned, Lannejenn, Prizieg ha Pleurdud. Gourin, sez ur senesaliezh, a glaskas mirout he sez roueel, met nac'het e voe gant ar Faoued; en aner c'hoazh e klaskas Gourin bout staget ouzh Karaez war tachenn ar justis[4]. Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)[5]. Brasaet e voe Kanton ar Faoued e 1801 gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801)[6], dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e oa bet en Arondisamant Pondi krouet e 1800.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 26 - 27 a viz Eost 1918: distrujet e voe an iliz gant an tan[7].
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 119 gwaz hervez marilhoù ar gumun, 148 hervez monumant Santez-Anna-Wened, 165 hervez monumant ar re varv (d.le. 4,46 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911)[8] eus ar gumun, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[9].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Repuidi-brezel: d'an 10 viz Even 1940 e oa 868 repuad er Faoued; 67 anezhe n'oant ket distroet d'ar gêr c'hoazh d'ar 1añ a viz Gwenholon[10]; daou diegezh yuzev a zeu eus rannvro Bariz da repuiñ er Faoued goude Skrapadeg ar Vélodrome d'Hiver e miz Gouere 1942. Dont a reont a-benn da chom hep bout serret ha gell a reont distreiñ da Bariz e dibenn ar bloaz 1944[11].
- D'an 19 a viz Even e tegouezh al lu alaman er Faoued[12].
- D'an 8 a viz Meurzh 1944 e voe lazhet al livour Arthur Midy, hag e wreg d'e heul, gant ar Rezistañs abalamour d'an darempredoù stank o deveze gant an Alamaned[13].
- D'ar 1añ a viz Mae 1944 e voe manifestet er vourc'h a-enep d'an nazied gant kantadoù a dud[14].
- 7 a viz Mae 1944: ur rastelladeg a voe graet gant al lu alaman er vourc'h[15].
- Tro 70 a dud ag ar Rezistañs a voe barnet d'ar marv gant lez-varn al Lu alaman er Faoued, bet krouet d'an 20 a viz Even 1944, a oa he sez er Skol (Skolaj bremañ) Santez-Barban[14][16].
- Ti-post: d'ar 28 a viz Ebrel e voe kemeret 26 000 Lur en ti-post gant tud ar Rezistañs, ha 352 195 Lur d'ar 17 a viz Mae[17].
- Dieubet e voe ar Faoued d'an 3 a viz Eost 1944: an Alamaned a dec'has war-zu an Oriant, un nebeud anezhe a zizertas; steudadoù alaman a dreuzas ar vourc'h en euriadoù goude, evit mont ivez d'an Oriant[18].
- Mervel a reas 38 den abalamour d'ar brezel, lod anezhe ne oant ket eus ar gumun[19].
Brezel Indez-Sina[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- C'hwec'h gwaz a varvas [20].
Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Er Faoued an hini eo e krog ar romant polis L'Île aux trente cercueils (Maurice Leblanc, Le Journal, 1919) pan arru Véronique d'Hergemont — penntudenn an oberenn — er gêriadenn, a-raok kenderc'hel gant he hent betek « Sarek », an enezenn faltaziek a-vaez da Fouenant.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 1993.
- E distro-skol 2017 e oa 22 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (8,1 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[21].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Skeudennoù eus Chapel santez Barban (XVvet kantved)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Livadenn gant Arthur Midy.
Skeudennoù eus Chapel Sant-Fieg, XVvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Jube.
Savadurioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Koc'hu ar Faoued, XVIvet kantved
Ar c'hoc'hu
Iliz katolik Intron-Varia-Gorroidigezh, XVIvet kantved
Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Evenou;
- Livourion: Charles Rivière, Alphonse Le Leuxhe, Germain David-Nillet, Arthur Midy, Guy Wilthew, Emile Compard, Oscar Chauvaux, Sydney Curnow Vosper.
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Alain le Maout, eskob Leon eus 1482 da 1484, hag eskob Kemper eus 1484 betek e varv e 1493. Kadoriad kentañ Kambr ar C'hontoù Breizh e oa bet eus 1486 da 1492.
- Mari-Louise Tromel, Marion ar Faoued he lesanv dezhi, 6 a viz Mae 1717.
Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Arthur Midy, livour, lazhet gant ar Rezistañs d'an 8 a viz Meurzh 1944.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1790[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Tiegezh Boutteville, baroned ar Faoued, siell 1275.
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 93
- ↑ 4,0 ha4,1 Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 36
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 187
- ↑ Cassini - EHESS - Ar Faoued - Fichenn ar gumun
- ↑ 1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, Ar Faoued, 1998, pajenn 142
- ↑ Monumant ar re varv
- ↑ 1914 - 1918 - Des champs aux tranchées, Liv'Editions, Ar Faoued, 1998, pajenn 94
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 118
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 39-45 en Centre-Bretagne, Liv' Editions, Ar Faoued, 2006, ISBN 978-2-84497-096-1
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët,1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn I, pajenn 126
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn III, pajennoù 42-43-44
- ↑ 14,0 ha14,1 Association Mémoire du canton du Faouët, 39-45 en Centre-Bretagne, Éditions Liv éditions, Le Faouët, ISBN 2844970966
- ↑ Bundesarchiv
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, p.97
- ↑ Association Mémoire du canton du Faouët, 1939-1945 en Centre-Bretagne, Liv'Editions, Ar Faoued, 2004, levrenn IV, pajennoù 24-25-26
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Ofis Publik ar Brezhoneg
- ↑ EBSSA